Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > C’hoariva > Keloù > C’hoariva ha Teatr Piba e Gouel Deus ’Ta

C’hoariva ha Teatr Piba e Gouel Deus ’Ta

Lun 29 a viz Here 2018

  • Disoc’h ur staj gant amatourien dirak ar publik
    Gouel Deus ’Ta – 40 bloaz Diwan
    Lakaat war wel disoc’h ur staj c’hoariva skingomz a vo pal an abadenn-mañ. E-kerzh daou zevezh staj e fin miz Here e Ti ar C’hoariva o doa bet tro 12 stajiad da grouiñ un abadennig da ginnig d’ar publik dindan renerezh Thomas Kloareg ha Gwenole Peaudecerf eus Teatr Piba.
  • Stand C’hoariva
    Gouel Deus ’Ta – 40 bloaz Diwan
    Lakaat da anavezout ar c’hoariva e brezhoneg eo hol labour pemdez. Derc’hel ur stand e-pad darvoudoù bras a zo pouezus evidomp evit eskemm gant ar publik, displegañ ar pezh a reomp, kinnig ar strolladoù e brezhoneg hag obererezhioù ar gevredigezh.