Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > C’hoariva > Keloù > Emgavioù Europa war ar Gwirioù Yezh

Emgavioù Europa war ar Gwirioù Yezh

Gwener 4 a viz Here 2019

Pouezus tre eo ar yezh e arz ar c’hoariva (hag ar c’horf ivez !). Se zo kaoz e vez ar c’hoariva war al linenn gentañ evit bezañ test eus an digresk implij yezhoù war hon tiriadoù.
Goude bezañ bet bodet tud ar c’hoariva e yezhoù ar c’hwec’h-kogn e miz Gouere e Rodez e c’hellomp lavarout e vez ar memes jeu evit an holl rannvroioù.
Ma marvfe ar c’hoariva e vefe ur sin fall kenañ evit hor yezhoù… hag un digresk a strolladoù a zo war an dachenn.
Mont a raimp neuze da Emgavioù Europa war ar Gwirioù Yezh evit selaou ha lakaat da rannañ goude d’hor c’henseurted eus ar ch/KALYB* disoc’h an eskemmoù Roazhon.

*KALYB : Kenstrollad an Arzoù Leurenn e Yezhoù Bro /
= CTLA : Collectif des Théâtres en Langues Autochtones.