Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > C’hoariva > Keloù > En enor da v/Maria Prat

En enor da v/Maria Prat

Meurzh 20 a viz C’hwevrer 2018

Beilhadegoù Treger pe beilhadegoù Maria Prad, evel vije lâret c’hoazh, o deus digaset plijadur adalek 1959 e maezioù Bro Dreger e-pad tost 30 vloaz. Lañset oant bet da gentañ gant Roger Laouenan rak c’hoant oa gantañ kinnig abadennoù e brezhoneg d’an dud ha buan ha buan eo Maria Prad he deus kaset an traoù war ‘raok. Skrivagnerez ha barzhez, o chom e traon skalieroù Berlevenez en Lannuon, n’he deus ket paouezet da duiñ paper o sevel pezhioù-c’hoari, kontadennoù, sketchoù, barzhonegoù, kanaouennoù evit ur strollad aktourien tomm outi. Aozet zo bet ouzhpenn 350 nozvezh gant strollad beilhadegoù Treger e-pad 30 vloaz amañ hag ahont e komunioù bihan Bro Dreger. A-drugarez dezhe sur a-walc’h eo chomet brezhoneg ken bev, ken pinvidik, ken ijinus, ken soutil, ken fentus ha ken brav da glevet er vro-mañ.

D’ar Gwener 23 mars da 8e30 noz

Beilhadeg e Lannuon (amfi Lise Félix An Dantec).
Enor da Maria Prat gant "Strollad beilhadegoù Treger" : Michel Marchou, Jean Broudic, André Manchec, Monique Le Ny, Jean-François Le Roy, Pierre Coden, Tinaïg Perches, Amédée Barzic, Jacques et Louisette Lamour, Erwan Pichon, Michel Toudic, Ar vreudeur Cornic, Isabelle Geffroy et Marie-Claire Davaï, Kanfarted Lanleya, skolajidi ar Govig,

D’ar Sadorn 24 mars

  • 10e30- Digoret evo born Dastum e medaioaueg Lannuon, prezegenn war an dastum hag an dud o doa lakaet da vevañ glad dre gomz Bro Lannuon.
  • Digoradur plasenn Maria Prat e traoñ Brélévenez gant ti-kêr Lannuon.
  • CD war Maria Prat, beilhadegoù Bro Dreger gant Dastum Bro-Dreger

E-kerzh ar sizhun a-raok war Radio Kreiz Breizh
Skignet e vo kaozadennoù savet gant Yann-Ber Guyader ha gant Maria Prat, Roger Laouénan, Jean Gouronnec, Tinaïg Perches.