Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > C’hoariva > Keloù > Enez al Legumaj un arvest en defe c’hoant beajiñ e Breizh

Enez al Legumaj un arvest en defe c’hoant beajiñ e Breizh

Sul 10 a viz C’hwevrer 2019

Abaoe daou vloaz emañ Ar Vro Bagan o tiskleriañ ur pezh-c’hoari, « Enez al legumaj – L’île aux légumes », evit ar vugale etre 4 ha 11 vloaz.
E brezhoneg penn-da-benn e c’hell bezañ c’hoariet, pe en un doare divyezhek, brezhoneg ha galleg, pe e galleg gant un tammig brezhoneg.
Amañ e kavor un « depeign » eus ar pezh ; war lec’hienn T.E.S emañ an destenn vrezhoneg gant un teuliad pedagogel evit ober labour er skol a-raok pe war-lerc’h an abadenn.

Evit c’hoazh n’omp ket bet o c’hoari ar pezh-se e Bro-Dreger panevet e Gwengamp (e brezhoneg ur wech hag e galleg). Laouen e vefemp o c’hellout c’hoari evit an holl vugale a zo o teskiñ brezhoneg. Pal Ar Vro Bagan eo labourat evit ar skolioù, hag evit ar skolaerien hag ar skolidi n’eo ket fall ivez moarvat gwelet ha klevet abadennoù savet a-ratozh evito.

Setu va c’hinnig : ma vefe aozet un abadenn en ho kêr pe tost d’ho kêr ha d’ho skol, daoust hag e vefec’h a du da zont di gant ho skolidi ?
Un doare all a zo evit ar skolioù bras el lec’h ez eus klasoù galleg pe ar c’herioù bras gant skolioù galleg : aozañ un abadenn e brezhoneg hag unan pe meur a hini e galleg. Rak n’eo ket fall ar pezh evit ar c’hallegerien kennebeut (an doare hag an danvez a zere mat outo ivez). Ha gwelloc’h marc’had evel-just pa vez meur a abadenn en hevelep devezh (3 gwech e c’hell Ar Vro Bagan c’hoari en un devezh !).

Setu ar pezh am boa da ginnig deoc’h . Fiziañs am eus e c’hellimp kenlabourat evit ar vugale vrezhonegerien.

Kenavo kentañ tro.
Goulc’han Kervella.