Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > C’hoariva > Keloù > Galnys : abadenn gentañ e miz Meurzh

Galnys : abadenn gentañ e miz Meurzh

Gwener 19 a viz Genver 2018

Daou glann enebet er Grennamzer uhelañ, lazhet ur gwaz gant ur vaouez, arc’hant an digoll - ar galnys - da vezañ paeet gant familh ar vuntrerez. An doare nemetañ d’en em virout diouzh ar brezel.

Emglev a vo pe brezel ?

Istorioù kozh pe istorioù a vremañ ?
Evit gouzout kit da welout ar pezh-c’hoari !
Sadorn 24 a viz Meurzh da 8e30 noz
C’hoariva Max Jacob e Kemper

& Sul 29 a viz Ebrel da 8e30 noz, sal ar Malamok, er Gelveneg