Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > C’hoariva > Keloù > Ha ma rafec’h c’hoariva er skol ?

Ha ma rafec’h c’hoariva er skol ?

Gwener 4 a viz Here 2019

Krouet e 2010 ar stignad-mañ a ra berzh un tammig muioc’h bep bloaz. E 2018, 800 skoliad o deus darempredet gant ar c’hoariva (620 eurvezh graet evit harpañ 35 raktres er skolioù).

Ar stignad Skol c’hoariva a vez sikouret gant Rannvro Breizh hag a gemer e karg ul lodenn eus ar frejoù pa vez goulennet digant unan bennak a vicher ambroug ur raktres.
C’hoariva a ver ar stignad-se.
An eurvezh a goust 50€.
Ar Rannvro a gemer e karg 35% deus priz an eur da lâret eo 17,50€, roet war eeun d’ar c’homedian pe d’e strollad.
Chom a ra d’ar skol da baeañ 32,5€ d’ar c’h/g.omedian.ez..

Dedennet emaoc’h ? Plij a rafe deoc’h kaout muioch a ditouroù ? Deuit e darempred ganeomp dre bostel pe dre bellgomz : 06 38 78 35 15.