Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > C’hoariva > Keloù > Komz brezhoneg dre ar c’hoariva

Komz brezhoneg dre ar c’hoariva

Lun 14 a viz Genver 2019

Kentelioù brezhoneg a vez heuliet ganeoc’h abaoe un nebeud bloavezhioù pe d’ar pevarlamm hag ezhomm ho peus un taol sikour evit bezañ en o aes dre gomz ?

Kinnig a ra deoc’h Ti ar Vro Leon 5 devezh staj gant Yann-Edern Jourdan, komedian e Strollad Madarjeu.

Kinnig a raio deoc’h pleustradennoù c’hoariva hervez live yezh an deskidi evit mont war-raok tamm ha tamm ha gellout distripañ aes ha fraezh.

Titouroù ha lakaat ec’h anv : Ti ar Vro Leon pe : 09 83 22 42 96