Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > C’hoariva > Keloù > Breizh Glas : skolajidi war al leurenn

Breizh Glas : skolajidi war al leurenn

Sul 1añ a viz Ebrel 2018

D’ar Gwener 06 a viz Ebrel da 7e noz e vo bodet skolajidi war leurenn ar Malamok er Gelveneg evit c’hoari Breizh Glas.
Ar strolladoù, a bep eil, a gonto deomp istorioù diwar-benn ar mor. A bep seurt a vo.
Ul laz kanañ tud yaouank a vo war al leurenn ivez.
An testennoù a zo bet skrivet gant Aziliz Bourgès.
Komedianed a vicher eus rouedad C’hoariva zo aet d’o harpañ etre miz Genver ha miz Ebrel evit labourat pep hini war e zamm pezh.
Dorioù ar Malamok a zigoro da 6e noz.