Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > C’hoariva > Keloù > En em stummañ d’ar C’hoariva-Deskadurel

En em stummañ d’ar C’hoariva-Deskadurel

Sul 12 a viz Mae 2019

An eil staj-mañ a oa ken dedennus hag an hini kentañ ha Bernard Grojean a oa atav ken brokus evit treuzkas ar c’hoariva d’an holl : traoù simpl, anat hag efedus mat.

Ar stajidi o doa labouret start evit sevel abadennigoù c’hoariva. An holl destennoù kinniget gant ar stummer a oa bet troet e brezhoneg. Evit ar wech kentañ hon eus gallet pep hini dibab e yezh pe meskañ ar yezhoù evit c’hoari en un doare digemplezh.

Spi hon eus e c’hellfemp sevel stajoù all gant ar c’helenner-mañ, stummañ tud all dedennet evit diorren an hentenn labour er skolioù hag en atalieroù evit lakaat tud yaouank d’ober c’hoariva.

Evit kaout binviji evit en ober emaomp o sevel un dastummad testennoù (kinniget gant B. Grosjean) hag a vo troet e brezhoneg ha lakaet war lec’hienn C’hoariva.

Ma emaoc’h dedennet gant an hentenn-mañ, lârit deomp hag e c’hellimp reiñ titouroù ouzhpenn deoc’h.