Reoliadur Hollek Gwareziñ ar Roadennoù

Dedennet oc’h gant keleier ar c’hoariva e brezhoneg ha resevet e vez ganeoc’h hol lizher-kelaouiñ.

Framm nevez Reoliadur Hollek Gwareziñ ar Roadennoù a zo bet lakaet e pleustr d’ar 25 a viz Mae 2018. Ur redi eo evidomp goulenn diganeoc’h m’ho peus c’hoant chom en hol listenn darempredoù evit resev al lizher-kelaouiñ-mañ. Ho roadennoù personel (anv, raganv ha chomlec’h postel) a vez implijet evit kas deoc’h al lizher-mañ nemetken. N’int ket gwerzhet na rannet ganeomp.

M’ho peus c’hoant resev hol lizher-kelaouiñ c’hoazh, n’ho peus netra da ober.
M’ho peus c’hoant bezañ tennet eus hol listenn darempredoù, klikit war "Me désinscrire de cette Newsletter" e traoñ al lizher-mañ hag e vo graet.

A galon,
Skipailh C’hoariva.