Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > C’hoariva > Keloù > Skeulioù er c’houmoul war ar gwagennoù

Skeulioù er c’houmoul war ar gwagennoù

Gwener 1añ a viz C’hwevrer 2019

Skignet e vo abadenn faltazi radio nevez Skeulioù er C’houmoul, diwar oberenn Dominique Paquet war Radio Kerne.

Daou brantad a vo evit selaou ouzh an abadenn-mañ :

  • Dindan stumm un heuliadenn radio 6 rann 10 munut : adalek al lun 28/01 betek ar sadorn 02/02, da 12e45 ha 7e noz.
  • Dindan stumm a-bezh-kaer pezh-c’hoari radio 55 munut : d’ar sadorn 09/02, da 7e noz ha d’ar sul 10/02 da 4e g.m.

Ur raktres savet gant kevelerezh : Teatr Piba, Radio Kerne, Kalanna, ha Dizale