Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > C’hoariva > Keloù > Staj kregiñ e-barzh gant ar furlukin

Staj kregiñ e-barzh gant ar furlukin

Lun 1añ a viz Genver 2018

Staj kaset gant ar gomedianez Tifenn Linéatte.

  • Pegoulz ? D’ar 27 ha 28 a viz Genver 2018
  • Pelec’h ? E Jit Streat ar Skol e Sant-Kadou (Sizun - 29)
  • Pegement ? Etre 45 ha 55€ an daou zervezh.

Gallout a rafec’h chom da zebriñ ha da gousket er jit diouzh noz.

  • Evit ober Petra ? Displegadennoù Tifenn Linéatte :
    • Mont e darempred gant bed ar furlukined.
    • E-kerzh an dervezh kentañ e raimp pleustradegoù d’ober anaouedegezh gant ar strollad, ha da zont da vezañ emskiantoc’h deus hor c’horfoù : penaos e fiñvomp, peseurt yezh a vez implijet gant ar c’horfoù.
    • D’an eil dervezh e wiskimp dilhad furlukined hag e vo graet pleustradegoù c’hoariva war ar prim, hag ivez reoù a sikouro ac’hanoc’h da lakaat ar furlukin ennoc’h da zont er maez ! Evit se e c’houlennan ganeoc’h deskiñ ur ganaouenn simpl ha berr, e brezhoneg pe e galleg, evel ul luskellerez pe un dra mil anavezet ganeoc’h.
    • D’an noz etre an daou zervezh e kinnigin deoc’h sellet deus ur film a-ziwar arz ar furlukin, ha kaozeal o pakañ ur banne asambles !
  • M’ho peus aon ne vefe ket uhel a-walc’h ho live brezhoneg, arabat kaout aon : just a-walc’h e vo talvoudus evit ar furlukin.

An holl ditouroù hag enskrivadurioù : C’hoariva pe 06 38 78 35 15

Staj aozet gant sikour : DRAC Breizh, Rannvro Breizh ha Kuzul Departamant Penn-ar-Bed.