Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > C’hoariva > Keloù > STAJ : Krouiñ ur pezhig-c’hoari skingomz

STAJ : Krouiñ ur pezhig-c’hoari skingomz

Sadorn 27 a viz Here 2018

Krouiñ ur pezhig-c’hoari skingomz

STAJ BUHEZET GANT :
Thomas Cloarec – Leurenniñ / Gwenole Peaudecerf – Son

PALIOÙ AR STAJ

  • Deskiñ teknikoù ar c’hoari dirak ur mikro
  • Tañva labour an trouziañ / krouiñ aergelc’h son
  • Tañva labour teknik ar skingomz
  • Krouiñ un abadennig c’hoariva evit ar skingomz

EVIT PIV ?
Tud dedennet gant ar c’hoariva, adalek 15 vloaz

DANVEZ LABOUR

AR C’HOARI

  • Dizoloiñ ha c’hoari un destenn
  • Termeniñ ar mennad hag an doareoù c’hoari
  • Labourat war ar yezh hag ar vouezh
  • Pleustriñ war ar c’horf evit bouetañ ar vouezh

KROUIÑ AR SON

  • Penaos skeudennaouiñ an destenn
  • Krouiñ an trouziañ hag ar sonerezh
  • Deskiñ c’hoari dirak ur mikro

TEKNIKOÙ AR RADIO

  • Dizoloiñ hag implij binviji an teknik
  • Dizoloiñ ostilhoù niverel an urzhiataer evit krouiñ

MAT DA C’HOUZOUT :

  • Devezhioù staj : Yaou 25 ha Gwener 26 a viz Here 2018
  • Eurvezhioù staj : 10eur-1eur / 2eur-6eur
  • Lec’h : Atalierioù Ti ar C’hoariva
  • La maison du Théâtre - 12 rue Claude Goasdoué 29200 BREST
  • Priz ar staj :
    55€ an 2 zevezh / 30€ arrez
    45€ evit studierien pe tud dilabour / 20€ arrez
    Ma n’och ket ezel eus C’hoariva pe o kemer perzh en ur strollad ezel eus C’hoariva e rankoc’h paeañ ar skodenn : 10€ ar bloavezh

Aozet da geñver Festival Teatr Brezhonek gant : C’hoariva, Teatr Piba, ha Ti ar C’hoariva Brest

Evit gouzout hiroc’h ha lakaat ec’h anv mont e darempred gant C’hoariva pe 06 38 78 35 15