Staj : Pleustradennoù c’hoariva

Stummet e vo an dud a-hed an devezh tro-dro temoù evel : labourat a-stroll, c’hoariva war ar prim met da gentañ tout : ar blijadur da c’hoari.

Kinniget e vo pleustradennoù a d’ober hon unan, a zaou, tri pe a-stroll. Graet e vo anaoudegezh gant c’hoarioù, pleustradennoù fiziañs a-stroll, bez e vo prantadoù distannañ hag en em dolpiñ war hon santadurioù ha tammoù testennoù bihan da lenn.

Ar pezh ho po desket e-pad an dervezh a c’hello servijout deoc’h en ho labour kelenner-ez, animatour-ez atalier c’hoariva, hag all...

Tifenn Lineatte zo un arzourez stummet d’ar c’hoariva gant teknikoù Stanislavski ha c’hoariva ar re baour eus Grotowski. Desket he deus arz ar furlukin ivez ha gallout a ra kas doareoù disheñvel d’ober c’hoariva. Emañ o c’hoari gant La Obra ar pezh-c’hoari "Kakaw" er mare-mañ.

Titouroù pleustrek :
03/11 - 10e-5e30 g.m.
Sal c’hoariva - Tachenn Louis Bollore - Pontekroaz -
Lakaat ec’h anv : 06 62 99 95 84
Staj aozet gant : La Obra, FDVA
Priz ar staj : Digoust nemet da baeañ skodenn La Obra (15 pe 10€).
Keusteurenn kreisteiz da gas ganeoc’h, peadra a vo d’he zommañ war al lec’h.