STAJ : Ren war Stalioù-C’hoariva gant Bernard Grosjean

STAJ : Ren war Stalioù-C’hoariva gant Bernard Grosjean
Krouiñ ha sevel un abadenn c’hoariva gant pezhigoù-c’hoari tro dro d’un tem
Sadorn 06 ha Sul 07 a viz Ebrel 2019
Sal an Atalier e Lesneven

  • Dibar ar c’hrennskridoù pezhioù-c’hoari stumm berr evit diskoulmañ kudenn roll-testennoù ar stalioù-c’hoariva kement hag evit kinnig disoc’h al labour.
  • Gant an doare-se da labourat n’omp ket rediet d’ober evel pa ’vefe pal ar stal-c’hoariva sevel "un arvest war an ton bras". An dud o kemeret perzh a c’hell mont d’an daoulamm er pezh-c’hoari hag er jeu. Aes eo labourat diwar ar stummoù-berr-se kement ha treuskas anezho.
  • E-kerzh ar staj e vo lakaet e pleustr an hentenn-se gant krennskridoù pezhioù-c’hoari diwar-benn an aotrouniezh. E-mod-se e c’hellimp kompren penaos kas da benn raktresoù pezhigoù-c’hoari. E brezhoneg hag e galleg ’vo kinniget ar skridoù. Yezh pe yezh a c’hello bezañ dibabet gant pep stajiad.ez. E-giz-se e c’hellimp gwelout penaos e c’hell pep yezh, pep muzik anezhi reiñ ul liv disheñvel d’ar c’hoari.
  • Bernard Grosjean
    • Assistant d’Augusto Boal de 1980 à 1987 au sein du Théâtre de l’Opprimé à Paris
    • Directeur de la compagnie Entrées de jeu (Paris) : théâtre d’intervention et débat théâtral
    • Enseignant à l’Institut d’Études théâtrales de Paris en tant que professionnel associé dans le cadre de la licence professionnelle d’encadrement d’atelier et formateur à la pédagogie des activités dramatiques dans différentes académies et écoles de théâtre
    • Auteur de Dramaturgies de l’atelier théâtre (Lansman, 2009), et co-auteur avec Chantal DULIBINE de Coups de théâtre en classe entière (réédition Lansman , 2018) et Dramaturgies de l’atelier théâtre 2 : Aux bonheurs des petites formes (Lansman 2018)
  • Titouroù pleustrek :
    • Staj aozet gant C’hoariva hag ar strollad Madarjeu
    • Eurioù ar staj :
      • Sadorn : 10e-12e30 / 1e45-6e00 noz
      • Sul : 9e30-12e30 / 1e45-4e30 g.m.
    • Priz ar staj : 40€ an daou zervezh + 10€ skodenn evit ar re n’int ket ezel eus C’hoariva (pe n’int ket ezel eus ur strollad ezel eus C’hoariva)
    • Lakaat an anv : skrivañ da C’hoariva pe dre bellgomz : 06 38 78 35 15