Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > C’hoariva > Keloù > Staj war ar c’hoariva-deskadurel

Staj war ar c’hoariva-deskadurel

Lun 14 a viz Genver 2019

An 22 stajiad o doa gallet kregiñ da studial treuzkas ar c’hoariva en un doare efedus ha fetis. Labouret o doa en un aergelc’h distenn met studius.
Pleustret o doa war ar reolennoù hag an ostilhoù da lakaat e plas e atalieroù c’hoariva a-stroll (ur c’hlasad da skouer) ha dizoloet o deus efedusted ar c’hoariva skeudenn (rak c’hoari e vez reiñ traoù da welout).

Dont a rai en dro Bernard Grosjean e penn kentañ miz Ebrel 2019 evit ur staj all.

Skrivit deomp evit kaout muioc’h a ditouroù pe evit lakaat hoc’h anv.