Un abadenn gant stal c’hoariva SKED

An daou strollad eus stal c’hoariva Sked e Brest o deus kinniget o labour d’ar publik.
War al leurenn int pignet evit c’hoari daou bezh savet ganto e-pad tri miz diwezhañ o stummadur (30mn pep pezh). Plijadur ’z eus bet sur eo ha n’eo ket marteze !

Ar pezhioù kinniget :

  • Mojennoù : emgavioù ha divizoù en dro d’ur bank en ur park publik, liammet an danvez anezho gant mojennoù Yann ar Feunteun, bet lakaet ken brav e brezhoneg gant Paotr Treoure.
  • Al Laz-kanañ : ur pezh-c’hoari evit krennarded gant JP Alègre, troet a stroll ha kempennet evit re goshoc’h. Mil boan en deus chef al laz-kanañ o lakaat e ganerien da bleustriñ evit an abadenn da zont...