Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > C’hoariva > Keloù > Un dibenn sizhun tro-dro d’ar c’hoariva e Bro ar C’hab

Un dibenn sizhun tro-dro d’ar c’hoariva e Bro ar C’hab

Merc’her 31 a viz Here 2018

Evit ar Festival Teatr Brezhonek e kinngomp d’an holl re zedennet gant ar c’hoariva dont da gaout un dibenn sizhun plijadurus e-kichenn ar mor.

Pep hini a c’hello choaz meuz e zibenn sizhun : ober tout, pe ober un pe meur a obererezh.

Sadorn 3 a viz Du

  • 10e-5e30 noz / Pontekroaz : Kregiñ a raio gant ur staj kaset da benn gant Tifenn Linéatte titouroù amañ.
  • Da 6e noz / Pontekroaz : Ragabadenn pezh-c’hoari La Obra : Celtica Maya
  • Adalek 7e noz / Prevel : nozvezh tro-dro d’ar c’hoariva : c’hoarivapero ha pred noz. An dud a c’hello chom da gousket war al lec’h.
    Lakaat ec’h anv evit kemer perzh : 06 38 78 35 15 pe skrivit deomp.

Sul 4 a viz Du

  • 10e30 / Prevel : Mont da aveliñ hon pennoù ha pleustradennoù c’hoariva war an aod.
  • 1e45 - 3e g.m. / Prevel : Preder hag eskemmoù : Ar c’hoariva e yezhoù minorelaet hiziv an deiz ha warc’hoazh… ?
  • 4e g.m. / An Eskevien : Pezh-c’hoari Galnys gant Tro-Didro.

Dibenn sizhun savet gant kevelerezh La Obra, Emglev Bro Douarnenez, C’hoariva ha gant harp tiez-kêr Pontekroaz hag An Eskevien da-geñver Festival Teatr Brezonek.