Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > C’hoariva > Keloù > Un Novezh gouestlet da Anjela Duval

Un Novezh gouestlet da Anjela Duval

Gwener 1añ a viz C’hwevrer 2019

Evel bep bloaz e vez aozet Nozvezh Ene Breizh gant An ACB 44. Ar bloaz-mañ e vo douget enor d’ar varzhez Anjela Duval ha lakaet war wel ar romant treset embannet e 2018 gant kevredigezh Mignoned Anjela. An oberourez Christelle Le Guen a vo war al lec’h evit an dro.

Meur a gevredigezh ha meur a skol a vo lakaet er jeu evit kinnig d’an arvestourien obererennoù ar varzhez veur adwelet ha leurennet ganto :

Er Programm :

  • TEATR MIL TAMM : Rev-gwenn ; An delioù kentañ ; Arnev ; Noz sioul ; An Alc’hwez-aour.
  • TROLLAD JOYI : An douar a gren ; Fioretti, minimadoberoù ; Bac’hañ ; Aspedenn ar wezenn.
  • SKOLAJ DIWAN, 6vet klas : 2 ganaouenn : dorn-ha-dorn ; An alc’hwez aour
  • SKOLAJ DIWAN, 5vet klas : Piv ? ; Ar vleunienn ruz
  • SKOLAJ DIWAN, skolajidi 4re klas : Modern styl
  • SKOLAJ DIWAN, skolajidi 3de klas : An delienn
  • SKOLAJ RUTIGLIANO, 6vet klas ha 4re klas
  • SKOL AN EMSAV : 2 strollad evit : Kannadez an nevez-hañv ; e-tal an tan ; ar suilh-raden ; Ker avel ; Balafenn ha gwenanenn ; Frankiz / Karantez-vro ; Teñvalded ; gwin ruz

Evit gouzout hiroc’h c’hoazh kit da selaou an abadenn radio.