An diskoulmer kudennoù pe ar psikolog
Bloavezh
- 1982
Pezh skrivet gant
Live yezh
- Brezhoneg pemdez standard
- Resisadurioù war ar yezh :
Yezh buhezek, startijenn. Troiennoù brezhonek ha troiennoù liv ar galleg enne ivez.
teatr_brezhonek:liste_genre_piece:>
- Anv ar pezh : An diskoulmer kudennoù pe ar psikolog
- Padelezh : 30 piece m
- Niver a dudennoù : 3
- Paotred : 1
- Merc’hed : 2
- 1 akt
Tudennoù :
- Mari Plouzenn
- Ur gliantez. Plac’h yaouank-kozh, 41 bloaz.
Diverrañ :
Daet da welet ur psikolog, ur vaouez a cheñch he doareioù hag he dilhad gant kuzilioù ar sekretourez.
Emañ an doktor gant e sekretourez. Mari Plouzenn a za tre, da welet an doktor evit ar wezh kentañ. Ar sekretourez a chom gante er sal, o skriv.
Klañv eo ar plac’h yaouank-kozh gant ar c’hoant dimeziñ, met n’eo ket daet a-benn betek vremañ da gavout ur paotr a-feson. Honnezh zo daet da welet ar psikolog evit gouzout petra ober evit plijout d’ur paotr a-zoare hag e welo a-benn nebeud : ne faota ket dezhi c’hwitaat an taol-mañ !
Krog eo an doktor da zisplegañ dezhi e tlehe bezañ gwisket en ur mod all, « sexy », ha dont a ra Katell da ziskouez da Vari penaos ober : tenniñ a ra he chupenn, he forpant...
Tenniñ a ra he dilhad tamm ha tamm... kement a ken bihan ne sell ket an doktor doc’hti evel ma rehe da benn kentañ, hag hennezh da c’houlenn ganti dimeziñ o-daou.
Aet eo an daou, dorn-ha-dorn, en ur ganañ. Katell a chom he-unan, karout a rae an doktor ivez, met benn ar fin n’he deus kollet nemet un den kalz koshoc’h eviti, gwell-ha-se...Kinkladur :
E burev ar psikolog emeur. Div daol, kadorioù. Paperioù evit skriv.
Gwiskamentoù :
- Mari Plouzenn
- Gwisket farsus da benn kentañ.
Dilhad Mari Plouzenn a dle bezañ tennet tamm ha tamm a-benn diskouez ur gwiskamant all, kalz muioc’h « sexy ».
Titouroù ouzhpenn :
Pevare rummad pezhioù-c’hoari embannet e-barzh Brud Nevez : "Pezioù-c’hoari IV".
Ti-Embann :
- piece edition : Emgleo Breiz. piece annee : 1982.














