C’hoar soudard Kiberen

Bloavezh

Pezh skrivet gant

Live yezh

teatr_brezhonek:liste_genre_piece:>

  • Anv ar pezh : C’hoar soudard Kiberen
  • Bloavezh : 1964
  • Padelezh : 1piece h30
  • Niver a dudennoù : 7
  • Paotred : 4
  • Merc’hed : 3
  • 4 akt.
    • 3 piece scenes piece dans acte 1
    • 10 piece scenes piece dans acte 2
    • 5 piece scenes piece dans acte 3
    • 7 piece scenes piece dans acte 4
  • Tudennoù :

    Alan Rio
    Mevel kozh an Itron
  • Diverrañ :

    Ar c’hoar o vont da vervel e plas he breur bet prizoniad.

    Arvest 1.
    Korneli, un den kalonek, zo prizoniet gant ar re C’hlas e Kiberen. Lazhet e vo. Goulenn a ra gant ar c’habiten mont da welet e familh e-raok mont da vervel. Fiziañs en deus ar c’habiten ennañ hag e vez roet e aotre gant ma vo daet en-dro benn-arc’hoazh mintin.

    Arvest 2.
    Emañ Aliz, Enora hag mamm Korneli er maner. Dont a ra ar paotr. Glac’haret bras eo Aliz dre m’en deus kontet Alan dezhi emañ Korneli gant ar soñj mont kuit e-pad an noz. Debriñ a ra Korneli. Pa ya an dud da gousket, e chom Aliz er sal, o c’hortoz he breur a-benn difenn dezhoñ mont kuit e-pad an noz.

    Arvest 3.
    E-pad an noz. Savet eo Enora, ha komz a ra gant Aliz : honnezh he deus c’hoant da vont kuit, gwiket dilhad soudard he breur ganti, ha gant ar c’hoant bezañ fuzilhet en e blas. Enora a chom e-unan betek ma stok Alan ouzh an nor : poent bras eo da Gorneli mont evit arru d’an eur er prizon, hag Enora a chom o pediñ.

    Arvest 4.
    Pa arru Aliz d’ar prizon eo degemeret gant ar serjant, hennezh n’en deus ket komprenet ne oa ket Korneli, hag e ro urzh d’ur soudard mont gant ar prizoniad. Dont a ra ar c’habiten ha chom a ra da gomz gant ar serjant betek ma arru Korneli er c’hamp da zisplegiñ pezh zo degouezhet... met re ziwezhat : fuzilhet eo bet Aliz.
    Peogwir eo bet fuzilhet ur soudard anvet Gwehenno, e ro ar c’habiten frankiz da Gorneli, hag hennezh da vont gant e familh en-dro.

  • Kinkladur :

    Arvest 1 ha 4  : un ti, kostez an Alre. Un daol ha div gador.

    Arvest 2 ha 3 : sal-debriñ ur maner. E-pad an noz. Amzer fall. Un daol kadorioù, kadorioù-vrec’h.
    Peadra da zebriñ ha da evañ.

  • Gwiskamentoù :

    Aliz (arvest 3-4)
    Dilhad soudard he breur.
  • Sonerezh ha trouzioù :

    Tennadegoù fuzilh
    Ar c’hi o harzal.

  • Titouroù ouzhpenn :

    Skrivet d’an 11 a viz Eost 1964

  • Ti-Embann :

    • piece edition : Al Liamm. no 115. piece annee : 1966.

Kartenn lec’hioù emañ al levr