Me n’in ked da Bariz

Bloavezh

Pezh skrivet gant

Live yezh

  • Brezhoneg pemdez standard
  • Resisadurioù war ar yezh :

    Buhezek hag aes da gompren, troiennoù brezhoneg ha blaz ar galleg a-wechoù e-barzh frazennoù’zo.

teatr_brezhonek:liste_genre_piece:>

  • Anv ar pezh : Me n’in ked da Bariz
  • Bloavezh : 1967
  • Padelezh : 30 piece m
  • Niver a dudennoù : 7
  • Paotred : 4
  • Merc’hed : 3
  • 1 akt
  • 8 piece scenes piece dans acte 1
  • Tudennoù :

    Tudual
    Dañvez pried Lena, 26 vloaz
  • Diverrañ :

    Ne fell ket da Jakez mont da Bariz gant e verc’h. Piv a chomo gantañ er vro ?

    Lena a ya da Bariz da heul ha fried Tudual. He zad, Jakez, zo intañv, ha n’eo ket evit mont du-se, kaer he deus Lena goulenn gantañ. Piv a chomo gantañ ?
    Finig a za tre. Lena a ginnig dezhi bezañ matezh an hini gozh, d’ober war-dro an ti, war-dro al loened... Mont a reont o-div da gomz sioulig hag e chom Jakez e-unan, amzer dezhañ klask pellgomz d’ur marc’hadour. Met dont a ra Lena e-raok ma tay a-benn d’ober gant an telefon, Lena a sikour gantañ da bediñ ar marc’hadour dont tuchantig.
    An doktor a za tre, pedet gant Jakez dre bellgomz. Lena zo aet d’en em wiskañ e-pad ma chom an daou da gomz : un dra vat e vehe da Jakez gavout ur wreg da zimeziñ ganti. Lena a ya kuit da gerc’had he mignon hag e chom Jakez e-unan beteg ma arru Viktor, mab ar marc’hadour. Hennezh zo daet a-benn gwelet Lena, ha nompas evit ober war-dro al loened evel m’en doa goulennet Jakez.
    Chom a ra Jakez da gousket un tammig pa glev mouezh ur vaouez o tremen : he fediñ a ra dont en ti : Madalen zo intañvez ivez. Dont a ra Lena gant dañvez he fried ha graet ar marc’had etre Madalen ha Jakez : int o chomo en ti-mañ hag a re yaouank a zimezo.

  • Kinkladur :

    E ti kozh Jakez emeur : ar leurenn a vo kinklet evel ma veze un ti war ar-maez, d’ar bleadoù 70.
    Un daol, kadoerioù, telefon

  • Gwiskamentoù :

    Tudua
    Dilhad brav.

    Dilhad pemdeziek gant ar re all.

  • Sonerezh ha trouzioù :

    Ar c’hi o harzal.

  • Titouroù ouzhpenn :

    Skrivet d’ar 5 a viz Here 1967.
    Brud nevez 1979. Stagadenn d’an niverenn 26.

  • Ti-Embann :

    • piece edition : Brud nevez. piece annee : 1979.

Kartenn lec’hioù emañ al levr