Kazh ha logodenn
Bloavezh
- 1962
Pezh skrivet gant
Live yezh
- Brezhoneg lennegel standard
- Resisadurioù war ar yezh :
Yezh treger Jarl Priel, pinvidik, gant lusk.
teatr_brezhonek:liste_genre_piece:>
- Anv ar pezh : Kazh ha logodenn
- Padelezh : 2piece h00
- Niver a dudennoù : 12
- Paotred : 9
- Merc’hed : 3
- 3 akt.
Tudennoù :
- Ur soudard alaman
Diverrañ :
E-pad an eil brezel-bed, ur vamm o werzhañ he c’hamaraded a-benn savetiñ he mab aet gant an alamaned.
Akt I.
E kommandantur Oslo, e-pad an eil brezel bed, 1942. Emañ ar c’habiten Ernst Schellenberg o komz gant ar sekretourez, Gunhild Fahlstedt. Ar Major Von Wullfen a za tre. An doktor Lindblad, prizoniad, zo aet d’ar gêr en-dro dre c’hourc’hemenn rener ar gestapo, gant ar c’hoant e vefe an doktor o tiwall ouzh e zaoulagad.
Emañ an Itron Lindblad o c’hortoz evit komz ouzh ar Major... Ugent prizoniad e dle bezañ fuziet hiniv, met dre fazi e vank un anv war al listenn. Kavet vo, dre zegouezh, un anv all, e touez ar brizoniz, da vout skrivet : Erik Lindblad, mab an Itron Lindblad emañ o c’hortoz.
An Itron Lindblad a oa ar plac’h en doa ar major ranket dimeziñ ganti, pezh n’eo ket bet posubl a-gaoz d’he zad, ar c’hont Oestremark. He mab Erik zo o vont gant ar brizoniz all er c’harr, hag e welet a ra dre ar prenestr. Gourc’hemennet eo an Itron da gomz, da werzhañ un penn-bras deus ar resistañs : « Magnus vras » evit savetiñ he bugel. Pezh e raio : roet e vo ganti anv gwir ar paotr ha chomlec’h e vestrez. Touiñ a ra ar Major ne vo ket lazhet Erik.Akt II.
Ur miz goude, e ti an Doktor Lindblad. An Doktor, ar C’hont hag ar mestr-kelenn zo o komz. Brogarourien int. Penaos eo bet tapet Magnus Vras ? Gwerzhet eo bet, gant piv ? Karin ne lâr ger. Fenoz eh eus ur vodadeg kuzh, gant tud ar resistañs. Aet eo ar C’hont hag ar mestr-kelenner d’an emgav, hag an doktor da welet Heimschlag evit e zaoulagad.
Ar Major Wullfen o tont. Goulenn a ra gant Karin lâret e-menn emañ ar vodadeg. Kas a ra dezhi ul lizher a-berzh d’he mab. Lâret e ra da venn eo aet an dud, lec’h resis an emgav kuzh. Mont a ra kuit Wullfen pa za Olaf en-dro d’ar gêr, ha eñ da c’houlenn gant e wreg piv eo en deus gwelet o vont kuit. Livañ a ra gevier, un anv faos e vo lâret ganti.
Ar C’hont ha Larfoorson a za en-dro, berr an anal. Gwerzhet int bet. Gant piv ? Daet eo ar soudarded alaman kent ma krog ar vodadeg. Achapet int o-daou met ar re all zo bet tapet, ha gloazet eo bet tad Karin e-pad an taol.Akt III.
Ur miz goude, en un ti-hañv war ar maez. Pemzek deiz zo eo bet ar soudarded war chouk ar vrogagourien, hag hiniv adarre... Un treitour a zo e-touez ar vrogarourien. Piv eo ? Karin ne lâr ger. Krog eo ar c’hont Oestremark da damall ouzh e vab-kaer, an Doktor Lindblad, a vez bemdez gant rener ar gestapo, o tiwall ouzh e zaoulagad. Ne chom nemet dezhañ en em zistruj gant ar pistoletenn zo gantañ...
Met a-raok e c’houlenn gant e wreg piv eo an den anvet Gunther, he doa galvet en ur gousket... un den da zimeziñ gantañ ? Karin a lâr ar wirionez d’an holl. Dre he faot eo bet gwerzhet ar vrogagourien. Met bev eo Erik, doc’h pezh a gred ; diskouez a ra ul lizher deus e berzh. Olaf a sell outi met n’eo ket bet skrivet gant Erik, anat eo dezhañ. Marv eo ar paour-kaezh paotr da vat.
Wullfen a za tre. Ar wirionez zo diskleriet, ha bremañ e vo lazhet ar Major. Emañ ar vrogagourien o ijiniñ an taol met e fin ar gont eo Karin an hini a lazhay ar Major.
Ar soudarded alaman a arruo a-benn nebeud. Karin a chom he-unan tra m’emañ ar re all o vont kuit. Met he gwaz, dre garantez a chomo ganti.Kinkladur :
Akt I : Ar c’hommandantur.
Div nor, ur prenestr.
Ur burev ha warnañ : ur skriverez, paperachoù, ur pellgomzer.
Ur gador, ur gador-vrec’h, ur skabell.
Ur skeudenn eus Hitler, ardamez Alamagn. Skritelloù alamagn ouzh ar mogerioù.Akt II : Ti an doktor Lindblad.
Sal kempennet kaer
Ur prenestr (a weler drezañ : ur liorzh, gwez, bleunioù...), ur chiminal
Un daol ha warni : ur pellgomzer, ur c’hleuzeur
Ur gador-vrec’h vras, un daol vihan.
War ar mogerioù : poltred ur paotr yaouank
Kafe, butun : segalenn, korn-butun.Akt III : Un ti-hañv war ar maez. Ul leur a-us d’ul liorzh.
Ur moger gant un nor da vont er sal.
Ur bank maen stag ouzh ur vogerig,
Ar mor a vez gwelet er pellder.
Un daol vihan ha div gador-vrec’h. ur pellgomzer, ur pod-pri gant bleunioù.
Kafe, sukr...Gwiskamentoù :
- Fahlstedt
- Ur sae du.
Sonerezh ha trouzioù :
Trouzioù kirri, keflusker.
Tud, mouezhioù : re soudarded alaman, re prizoniz, o huchal, o kanañ.
Mouezh Erik o huchal d’e vammTitouroù ouzhpenn :
Un bochad gerioù ha frazennoù en alamaneg e-barzh ar skird, da vout distaget ervat gant an aktourien.
Ti-Embann :
- piece edition : Al Liamm. no 92. piece annee : 1962.














