Yannig Skolan
Bloavezh
Pezh skrivet gant
Live yezh
- Brezhoneg pemdez standard
- Resisadurioù war ar yezh :
Yezh pinvidik ha frazennoù hir. Ur skritur a live uhel da vout c’hoariet goustadig.
Div lodenn skrivet e gwerzennoù : unan e kreiz, hag eben evit achu ar pezh.
teatr_brezhonek:liste_genre_piece:>
- Anv ar pezh : Yannig Skolan
- Bloavezh : 1964
- Padelezh : 60 piece m
- Niver a dudennoù : 4
- Paotred : 3
- Merc’hed : 1
- 3 akt.
Tudennoù :
- Kazh du an ti
- Ul loen bras, iskis, spered Yannig Skolan ennañ.
Diverrañ :
Ene ar paotr o tont davet e vamm a-benn goulenn he fardon diganti.
Arvest 1.
Emañ Katell he-unan, glac’haret bras, o soñjal en he buhez ken kalet. Aet eo e vab Yannig d’an anaon, dre an torfedoù en doa graet. Ne hell ket ar vamm pardoniñ dezhañ. Trouz un taol kurun a glever ha daet ar c’hazh du da gomz da Gatell. Ene he mab zo ennañ. Met lazhañ a ray ar c’hazh hag e chom ar vamm he-unan.Arvest 2.
Dont a ra Yannig Skolan, war ur jav. Pardonet eo bet digant Doue d’e bec’hedoù met a-benn bezañ savetaet da vat, ha mont d’ar Baradoz, e fell d’ar paotr bezañ pardonet ivez digant e vamm. Met n’eo ket-hi troet da dennañ ar mallozh he doa taolet warnañ. Mont a ra kuit Yannig.Arvest 3.
Daet eo Yannig gant e baeron : hennezh zo daet evit goulenn gant ar vamm reiñ ar pardon d’he mab. Ar vamm a chom hep cheñch he c’homzoù hag e soñj dezhi e rank he mab bezañ kastizet, ha ne fell ket dezhi e chomehe nemet er purgator : en ifern emañ e blaz d’he soñj !
Met karantez ar vamm evit he mab a vo trec’h d’ar perc’hedoù, hag e roio ar vamm he fardon. Disammet e vo ar paourkaezh Yannig, ha eñ da c’houlenn pardon ivez da vout torret ar garantez a oa etreze gwezhall.Kinkladur :
An tri arvest a dremen e sal vras un ti. Un oaled, hag ur skaoñ e-tal dezhañ.
Un armel, ul listrier, daou wele-kloz, un orolaj, un daol-voued hag ur skaoñ a bep tu dezhi. Ouzh ar chiminal : skudilli pri hag ur c’hrusifi.Gwiskamentoù :
Dilhad tud paour gante.
D’al leurenner da gempenn ur gwikamant d’ar c’hazh bras...
Ur jav zo gant Yannig met e heller leurennañ an traoù anez d’e ziskouez.
Hervez pezh zo bet skrivet gant ar skrivagner e steuzio Yannig hag e varc’h : amañ ivez eo d’al leurenner da gempenn an traoù hervez an teknikoù a hello implij.Sonerezh ha trouzioù :
Taol kurun spontus.
Titouroù ouzhpenn :
Skrivet d’an 10 a viz Gwengolo 1964
Ti-Embann :
- piece edition : Brud. no 21. piece annee : 1965.














