Kleñved an togn

Bloavezh

  • 1952

Pezh skrivet gant

Live yezh

teatr_brezhonek:liste_genre_piece:>

  • Anv ar pezh : Kleñved an togn
  • Padelezh : 60 piece m
  • Niver a dudennoù : 7
  • Paotred : 2
  • Merc’hed : 4
  • Bugale : 1
  • 1 akt
  • Tudennoù :

    Mari-Von
    Merc’h ar Moal, plac’h eus ar barrez, en tu all da 50 vloaz
  • Diverrañ :

    E Bro Dreger, klañv eo an Togn ha tud zo oc’h ober war e dro. Ne vo ket pareet gant ar medisin met gant ur sorserez deus ar barrez.

    Un mintiniad e Bro Dreger. Ur pesketaer, An Togn, hag e wreg o leinañ. Hennezh zo klañv abaoe m’emañ savet ha ne fell dezhañ na zebriñ nag evañ.
    O tont en-dro deus ar c’hatekis (ac’hann m’eo bet kaset kuit) emañ Fañch, o mab, o tont war al leurenn. Koneri, ur pesketaer kozh zo daet da gomz d’an Togn, ha d’e heul e ta an intañvez. Gant pep a vanne kafe e komzont hag an intañvez yaouank a zispleg ne gemero gwaz ebet.
    Aet eo Fañch da glask an Itron Leskoulac’h, ar vedisinez. En ur c’hortoz e ya an Togn d’en em walc’hiñ un tammig, met lammaat a ray an tamm soavon beteg mont dre ar prenestr tra m’emañ an doktorez o tont tre.
    Honnezh ne gomz ket brezhoneg gwall flour : bec’h o deus An Togn ha hi d’en em gompren. Ar re yaouankañ (an intañvez ha Fañch) a zalc’h da dreiñ deus ur yezh d’eben ha traoù farsus a zigouezh... War-lerc’h bezañ sellet doc’h an hini klañv e lâr n’eus kleñved ebet gantañ ha n’eus netra d’ober. Ha hi da vont kuit.
    Mari-Von zo daet tre, ha lâret a ra e vo marv An Togn a-benn div sizhuniad : gouestlet he deus ar paourkaezh a-gaoz d’un istor etre hi ha Marc’harid : honnezh he doa tammalet d’ar plac’h yaouank bezañ laeret arc’hant. En em vañjañ a ra Mari-Von en ur lakaat Marc’harid da goll he den.
    Jeu a sav etre razh an dud hag e ya kuit an intañvez ha Koneri.
    Dirak poan an Togn e ra Mari-Von ar marc’had-mañ : pareet e vo an den gant ma vo Marc’harid ur vaouez a-feson, skouer ar barrez, adalek bremañ. Anez da se e kouezho adarre traoù fall warni.
    Touiñ a ra Marc’harid hag e ya kuit ar vaouez kozh. An Intron Leskoualc’h a za en-dro, da ginnig louzoù d’an hini klañv, met hennezh, kerkent ha pareet, zo aet war an aod da besketa. Ar vedisinerez a c’houlenn ul legestr, hag a vo 200 lur, da lâret priz a c’houlenne d’ar familh evit he donedigezh n’he deus servijet da netra.

  • Kinkladur :

    Sall vras ur vereuri a Vro Dreger. Un nor a beb tu, ur prenestr digor (amzer brav a weler), un oaled, unan pe daou sac’h bezhin, un daol vras, kadorioù, un armel.
    Bara, kafe
    Ur skubell
    Un tamm soavon
    Stammenn an intañvez.

  • Gwiskamentoù :

    Mari-Von
    Merc’h ar Moal. Koef Bro Dreger, lunedoù. Oc’h ober stamm bepred.
  • Titouroù ouzhpenn :

    Kleñved an Togn zo bet ar pezh kentañ bet c’hoariet gant Strollad ar Vro Bagan e miz Here 1974.

    E-barzh ur pennad embannet e 1975 (Al liamm n°171) e ro Goulc’han Kervella ur bochad titouroù war-dro krouidigezh strollad ar Vro Bagan, hag ivez war-dro ar pezh-c’hoari-mañ.

  • Ti-Embann :

    • piece edition : Al Liamm-Tir na n-og. no 30. piece annee : 1952.

Kartenn lec’hioù emañ al levr