ARVESTOMP ! : Greomp ar gouel d’ar c’hoariva !
Arvestomp ! a zo aozet gant ar strolladoù c’hoariva e brezhoneg : Ar Vro Bagan, Choukibenn, La Obra, Safar, Teatr Piba, Goémon Goéland, Mat ar jeu, hag ar gevredigezh C’hoariva.
Ar gouel Arvestomp ! a zo e bal lakaat war-wel ha lidañ ar c’hoariva brezhonek hiziv an deiz. An darvoud a ro tro da gejañ ouzh arvestoù teatr liesseurt hag ouzh strolladoù c’hoariva hag a ra gant ar brezhoneg war meur a dachenn.
Er programm ?
- KENAVO ER BED ALL - Mat ar jeu
- SINET MARIELLE - Teatr Piba
- DÉDÉ KOAD - Cie Choukibenn
- AR VOSENN NEVEZ - Ar Vro Bagan
- GRAT GRAT - Cie Remue Poil
- AN TI-KAMM - La Obra & La P’tite semelle
- DEC’H ‘OA BET UR GWALLZARVOUD - Strollad Kantren
- LA LANGUE DES CRÊPES - Goemon Goeland
- FAR WEST - Tifenn Linéatte
- AR GROAC’H - Teatr Piba
- AR YOURC’HADENN - Collectif La Gueulée
- AR CHUCHUMUCHUER - Cie Choukibenn
- E PLEG MA SKOUARN - Heklev Podkast
- … ha souezhadennoù all !
Staj c’hoariva e brezhoneg
D’ar Sadorn 21/11, e vo aozet ur staj c’hoariva "C’hoari gant ar spas" gant Thomas Cloarec ha Mona Caroff (Teatr Piba).
E-pad 2 eurvezh hanter staj-se e c’hoariimp gant ar spas evel ostilh dramaouriezh kentañ ar c’hoariva. Dre c’hoarioù ha poelladennoù simpl e klaskimp gwelout penaos e c’hall ur spas sikour ac’hanomp da grouiñ un dachenn faltazi, da ziorenn un stegn dramatel, da verañ gant un emgav pe un tabut. A-raok ar skrid, a-raok ar gomz : ar c’horf, ar spas hag ar sell evit tresañ un istor.
Gallout a rit mirout ho plasoù adalek bremañ : amañ
Evit muioc’h a ditouroù, kasit ur postel
Titouroù pleustrek :
- Deiziad : 19-20-21 a viz Du 2026
- Lec’h : E Lesneven (Sal an Arvorik, Mediaoueg, skolioù ar vro da resisaat)
- Priz : etre 10 ha 15€/an devezh.
- Pass festival 25€. Bilhederezh enlinenn
- Muioc’h a ditouroù : www.teatr-brezhonek.bzh / arvestomp@gmail.com





















