FESTIVAL ARVESTOMP !!

ARVESTOMP ! : Greomp ar gouel d’ar c’hoariva !

Arvestomp ! a zo aozet gant ar strolladoù c’hoariva e brezhoneg : Ar Vro Bagan, Choukibenn, La Obra, Safar, Teatr Piba, Goémon Goéland, Mat ar jeu, hag ar gevredigezh C’hoariva.

Ar gouel Arvestomp ! a zo e bal lakaat war-wel ha lidañ ar c’hoariva brezhonek hiziv an deiz. An darvoud a ro tro da gejañ ouzh arvestoù teatr liesseurt hag ouzh strolladoù c’hoariva hag a ra gant ar brezhoneg war meur a dachenn.

Er programm ?

Staj c’hoariva e brezhoneg
D’ar Sadorn 21/11, e vo aozet ur staj c’hoariva "C’hoari gant ar spas" gant Thomas Cloarec ha Mona Caroff (Teatr Piba).
E-pad 2 eurvezh hanter staj-se e c’hoariimp gant ar spas evel ostilh dramaouriezh kentañ ar c’hoariva. Dre c’hoarioù ha poelladennoù simpl e klaskimp gwelout penaos e c’hall ur spas sikour ac’hanomp da grouiñ un dachenn faltazi, da ziorenn un stegn dramatel, da verañ gant un emgav pe un tabut. A-raok ar skrid, a-raok ar gomz : ar c’horf, ar spas hag ar sell evit tresañ un istor.

Gallout a rit mirout ho plasoù adalek bremañ : amañ

Evit muioc’h a ditouroù, kasit ur postel

Titouroù pleustrek :

  • Deiziad : 19-20-21 a viz Du 2026
  • Lec’h : E Lesneven (Sal an Arvorik, Mediaoueg, skolioù ar vro da resisaat)
  • Priz : etre 10 ha 15€/an devezh.
  • Pass festival 25€. Bilhederezh enlinenn
  • Muioc’h a ditouroù : www.teatr-brezhonek.bzh / arvestomp@gmail.com

Pezh c’hoari all ar strollad-mañ

Mont e darempred :