"Meneham, 300 ans d’histoire" – Arvest war vale
Un eurvezh evit kontañ prantadoù pouezus eus buhez Menaham eus fin ar 17vet kantved betek hiziv an deiz. 6 taolenn a vo ch’oariet e galleg gant tud a vicher ha tud a youl vat eus strollad Ar Vro bagan. Arvest war vale evit an holl.
Bep Gwener noz etre an 3/07 hag ar 4/09/2015 (nemet d’ar 14/08).
Daou mare loc’hañ : 5e30 ha 6e noz e Ti lec’hiad Meneham.
Ret eo mirout ar plasoù gant Ofis an touristelezh Meneham : 02 98 83 95 63
Skeiz, l’histoire du Kurnig depuis 6000 ans
Gweladenn c’hoariva war lec’hiad ar C’hurnig e Gwiseni. Gant ar muzik e vo ambrouget an arvestour o vezañ henchet gant un den d’ul lec’h d’egile. E pep ehan e vez c’hoariet tammoù eus an istor hag eus ar vojenn lec’hel (Sezni, Bran ar marc’heg eus Neiz Vran e Kerlouan).
Un droveni c’hoariva en diavaez – e galleg – skrivet ha leurennet gant Goulc’han Kervella.
D’ar Merc’her 22/07 ha 29/07 ha d’al Lun 03/08 ha10/08 da 6e30 noz e lec’hienn ar C’hurnig e Gwiseni.
C’hoariva zo ur c’hevread rannvro savet e 2005 evit bodañ, liammañ, ambroug ha bountañ war-raok ar stolladoù (amatourien hag a-vicher) ha dre vras ar c’hoariva e brezhoneg. A vloaz da vloaz eo aet war-raok ar gevredigezh.
Kavout a reoc’h el lec’hienn-mañ keleier diwar-benn ar strolladoù, ar pezhioù-c’hoari ha kement tra degouezhet a nevez e bed ar c’hoariva e brezhoneg.
Youl hon eus ivez da vont pelloc’h ganti ha da sevel ur benveg a vo renablet ennañ dafar skrivet evit ar c’hoariva. N’emañ ket ganeomp an dezo krouiñ un dra glok met m’ho peus c’hoant reiñ an dorn deomp evit pinvidikaat ha gwellaat al lec’hienn-mañ : grit mont e darempred gant ar gevredigezh. Mersi bras deoc’h en a-raok.
Piv bennak ez oc’h e hetomp deoc’h donemat amañ hag ur weladenn vat.