Staj c’hoariva evit ar vugale

Stajoù c’hoariva evit ar vugale etre 6 ha 12 bloaz a vo kinniget gant Ar Vro Bagan, e brezhoneg adalek an 4 a viz Ebrel betek an 7 a viz Ebrel, hag e galleg adalek an 11 a viz Ebrel betek ar 14 a viz Ebrel.

  • Ijinañ, krouiñ, ha labourat war ar santimantoù, en em lec’hiañ er spas, ar vouezh, selaou ouzh ar re all hag eskemm ganto...
  • C’hoari war ar prim ha deskiñ pezhioù-c’hoari berr gant gwiskamantoù hag all.
  • Echu a raio ar staj gant un abadenn dirak ar gerent hag ar mignoned.

Etre 10e30 ha 12e00

  • Priz : 25€ + 17€ (kartenn ezel)
  • Lec’h : ZA an Hellez 29880 Plougerne
  • Titouroù hag enskrivadur : 02.98.04.50.06 - arvrobagan@orange.fr

agenda archive piece

contacter troupe