Divizet eo bet gant kevredigezh C’hoariva aozañ un dibenn sizhun evit prederiañ war ar c’hoariva ha war rouedad ar strolladoù c’hoariva. Céline Soun eus strollad La Obra a sikouro evit kas da benn an emgav pouezus-mañ. Eskemmet e vo war meur a zem : palioù ar rouedad hiziv an deiz, e zazont, an treuzkas, ar c’hoariva evit ha gant ar yaouankiz, an divyezhegezh, ar stummoù c’hoariva hag all... Peadra da labourat eta !
Plijadur hor bo da zegemer Francis Favereau d’ar Sadorn adalek 2e30 g.m. evit ur brezegenn digor d’an holl war ar c’hoariva e brezhoneg.
Emvod bras evit rouedad C’hoariva
Pezh c’hoari all ar strollad-mañ
-
Abadenn nevez An daou Dangi

-
Istorioù evit Nedeleg

-
C’hoariva er skol

-
Pinvidik-Mor, pezh c’hoari nevez liseidi !

-
Beilhadeg Ploueskad

-
Ober c’hoariva ? Kemerit perzh en ur raktres europat

-
Devezh brezhoneg e Penn-ar-Bed

-
Vakañsoù goañv : Ur staj c’hoariva evit ar grennarded

-
C’hoariva evit ar vakañsoù da zont !

-
Ar brezhoneg lakaet war wel gant Departamant Penn-ar-Bed


























