Divizet eo bet gant kevredigezh C’hoariva aozañ un dibenn sizhun evit prederiañ war ar c’hoariva ha war rouedad ar strolladoù c’hoariva. Céline Soun eus strollad La Obra a sikouro evit kas da benn an emgav pouezus-mañ. Eskemmet e vo war meur a zem : palioù ar rouedad hiziv an deiz, e zazont, an treuzkas, ar c’hoariva evit ha gant ar yaouankiz, an divyezhegezh, ar stummoù c’hoariva hag all... Peadra da labourat eta !
Plijadur hor bo da zegemer Francis Favereau d’ar Sadorn adalek 2e30 g.m. evit ur brezegenn digor d’an holl war ar c’hoariva e brezhoneg.
Emvod bras evit rouedad C’hoariva
Pezh c’hoari all ar strollad-mañ
-
Faltazi radio war-eeun gant Teatr Piba

-
Pelec’h pleustriñ war ar c’hoariva ?

-
La Comparsa : un eskemm arzel etrevroadel

-
Stajoù gant strollad La Obra

-
Emvod bras evit rouedad C’hoariva

-
Preder war dazont rouedad C’hoariva

-
Strollad liseidi Diwan 2016 : Etre Karaez ha ront

-
Teknikoù c’hoariva war ar prim

- Termenidi Diwan e levr ar rekordoù ?
-
Dizoloiñ arz ar furlukined

























