Kompagnunezh Teatr Piba en deus kemeret perzh d’ar c’hentañ kuzuliadeg etrevroadel ar c’hoariva e yezhoù minorel (etre an 30/06 hag an 02/07) e Bautzen en Alamagn (Bro Sorab) da geñver ar raktres Europa Creative Phōnē.
Tro o doa bet da gejañ gant pemzek strollad, kompagnunezh, c’hoariva, kenstroll hag arzourien eus pevar c’horn ar bed. Graet o doa ar veaj evit prederiañ war ar mod da sevel ur gwir rouedad arzourien ha c’hoarivaoù a labour hag a grou gant o yezhoù minorel (war an dachenn etrevroadel).
Emañ ar gompagnunezh o labourat er mare-mañ war ar raktres Bastard, hag a zo diazezet war un dastumadeg kaset gant Krismen e AHDOD Landreger.
An arvest "Hentoù gwenn - Nos voies lactées" a vo kinniget evit ar wech kentañ en diskar-amzer e Brest (Ti ar C’hoariva).
M’ho peus c’hoant heuliañ raktresoù ar gompagnunezh lakait hoc’h anv evit resev o lizher kelaouiñ.
C’hoariva zo ur c’hevread rannvro savet e 2005 evit bodañ, liammañ, ambroug ha bountañ war-raok ar stolladoù (amatourien hag a-vicher) ha dre vras ar c’hoariva e brezhoneg. A vloaz da vloaz eo aet war-raok ar gevredigezh.
Kavout a reoc’h el lec’hienn-mañ keleier diwar-benn ar strolladoù, ar pezhioù-c’hoari ha kement tra degouezhet a nevez e bed ar c’hoariva e brezhoneg.
Youl hon eus ivez da vont pelloc’h ganti ha da sevel ur benveg a vo renablet ennañ dafar skrivet evit ar c’hoariva. N’emañ ket ganeomp an dezo krouiñ un dra glok met m’ho peus c’hoant reiñ an dorn deomp evit pinvidikaat ha gwellaat al lec’hienn-mañ : grit mont e darempred gant ar gevredigezh. Mersi bras deoc’h en a-raok.
Piv bennak ez oc’h e hetomp deoc’h donemat amañ hag ur weladenn vat.