Etre ar 16 hag ar 27 a viz Meurzh e oa ar strollad Paritito e rezidañs e Kemeneven (e ti kompagnuniezh Tro Heol) evit krouiñ ur pezh nevez : Privezioù Publik skrivet gant Mélanie Giotto. Divyezheg e vo ar pezh. Véronique Helies a ra war dro al leurenniñ ha Laors Skavenneg a ren ar c’homedianezed.
Un eil rezidañs a vo e Montroulez etre ar 7 hag an 10 a viz Mae evit kenderc’hel gant krouidigezh ar pezh.
Gallout a reoc’h mont da selaou al lennadenn gentañ eus an destenn d’an 18/05 (gw. a-us en deiziataer).
Evit gouzout hiroc’h war strollad Paritito.
Pe lec’hienn Paritito.
Rezidañs strollad Paritito
Pezh c’hoari all ar strollad-mañ
- Stajoù c’hoariva an hañv gant AVB
-
Bec’h d’al leur C’hoari

-
Ober c’hoariva er skol ar bloaz-mañ ?

-
Keleier eus rouedad C’hoariva

-
Staj : Arz ar Furlukin

-
O krouiñ emaint

-
Staj : Ar stal c’hoariva : pezhigoù-c’hoari

-
Ur pezh-c’hoari evit an dud yaouank

-
Servij keodedel

-
Treuzkas ar c’hoariva ? Mont a ra war-raok !

























