Etre ar 16 hag ar 27 a viz Meurzh e oa ar strollad Paritito e rezidañs e Kemeneven (e ti kompagnuniezh Tro Heol) evit krouiñ ur pezh nevez : Privezioù Publik skrivet gant Mélanie Giotto. Divyezheg e vo ar pezh. Véronique Helies a ra war dro al leurenniñ ha Laors Skavenneg a ren ar c’homedianezed.
Un eil rezidañs a vo e Montroulez etre ar 7 hag an 10 a viz Mae evit kenderc’hel gant krouidigezh ar pezh.
Gallout a reoc’h mont da selaou al lennadenn gentañ eus an destenn d’an 18/05 (gw. a-us en deiziataer).
Evit gouzout hiroc’h war strollad Paritito.
Pe lec’hienn Paritito.
Rezidañs strollad Paritito
Pezh c’hoari all ar strollad-mañ
-
Troiad c’hoariva al liseidi Diwan

-
Bresk : Selaou ’ta !

-
Ar strolladoù c’hoariva er Redadeg

-
Skolajidi Diwan Kemper war ul Leurenn Flamm

-
Devezh c’hoariva ar skolajdi

-
Va Yezh a garan rak…

-
Teirvet kejadenn ar CTL.A

-
Marvailhat / Baleadennoù kontet

-
Staj c’hoariva evit an dud deuet e KEAV

-
Devezh c’hoariva ar skolajdi

























