Staj : Ar maskl difromm

Ur staj a vo kinniget e brezhoneg gant Etienne Siberil diwar-benn Ar Maskl Difrom, d’ar sadorn 23 ha d’ar sul 24 a viz Here 2021 e Ti Ar Vro Bagan, 95 Hellez Tosta e Plougerne.

Staj evit dizoloiñ Ar Maskl Difrom
Un ostilh pedagogel eo ar maskl difrom. Sikour a ra da labourat war ar c’horf hag en em lec’hiañ.
Kroget e vo gant poelladennoù evit tommañ ar c’horf hag en em lec’hiañ, labouret e vo ivez war ar mimañ, ar jestraouiñ.
Dizoloet e vo ar maskl difrom a-dost : peseurt santadurioù a deu deomp pa vez gwisket, petra santomp pa weler unan bennak o wiskañ anezhañ, petra a cheñch a-fed korf.
A-benn ar fin e vo c’hoariet war ar prim gant ar maskl. Lakaet e vo anezhañ da vevañ o toujañ ouzh ar bed hag an elfennoù.
Deuit gwisket e du ma c’hellit (bragoù aes ha milginoù hir kentoc’h). Digor eo d’an holl a ra c’hoariva, a-vicher pe a-youl vat.

Eurioù ar staj :
D’ar Sadorn : 2e-5e
D’ar Sul : 9e30-12e30 ha 2e-5e (pep hini a c’hell degas e geusteurenn evit debriñ asambles en Hellez)

Pegement e koust :
18 euro (evit emezelañ da Strollad Ar Vro Bagan) + 30 euro (evit an 9 eurvezh staj)

Deuit gwisket e du ma c’hellit (bragoù aes ha milginoù hir kentoc’h). Digor eo d’an holl a ra c’hoariva, a-vicher pe a-youl vat.