Armelle Boulle en deus kemennet e penn kentañ ar miz ne vo ket gwelet ken strollad C’hoarivari war leurennoù ar vro. Siwazh deomp ! Ar strollad a youl vat nemetañ hag a c’hoarie e gwenedeg… Ur c’holl eo sur eo ha n’eo ket marteze evit lieseurted ar yezhoù hag evit ar c’hoariva e brezhoneg.
Hag Armelle da zisplegañ ez eus nebeutoc’h nebeutañ a aktourien, nebeutoc’h nebeutañ a arvestourien ha diaesoc’h diaesañ kavout amzer evit pleustriñ. Hag he da ouzhpennañ emaomp o vevañ ur mare start : evit an dud, evit ar c’hoariva ha gwasoc’h c’hoazh evit ar c’hoariva e brezhoneg hep komz eus ar gwenedeg… Evit echuiñ he a lâr eo ret chom gant ar spi hag a lak an dud da vont war-raok. Marteze un deiz bennaket e vo gwelet en dro ar strollad war al leurennoù… piv oar ?
Strollad C’hoarivari
Pezh c’hoari all ar strollad-mañ
-
Fiziañs : ur strollad c’hoariva nevez

-
STAJ : Fent du ar c’hoariva Bro Iwerzhon !

-
Kenavo Céline

-
Stignad 2018 evit harpañ ar strolladoù amatour

- Kof-ha-Kof : al levr
-
O KLASK KANERIEN EMAÑ AR STROLLAD TRO-DIDRO

-
Nozvezh Ene Breizh

-
Nozvezh souten evit La Obra en enor da Céline Soun

-
Kontadennoù - Yann Guillamot

-
"Avaloù Vleago" ha "Ma-Unan"

























