Armelle Boulle en deus kemennet e penn kentañ ar miz ne vo ket gwelet ken strollad C’hoarivari war leurennoù ar vro. Siwazh deomp ! Ar strollad a youl vat nemetañ hag a c’hoarie e gwenedeg… Ur c’holl eo sur eo ha n’eo ket marteze evit lieseurted ar yezhoù hag evit ar c’hoariva e brezhoneg.
Hag Armelle da zisplegañ ez eus nebeutoc’h nebeutañ a aktourien, nebeutoc’h nebeutañ a arvestourien ha diaesoc’h diaesañ kavout amzer evit pleustriñ. Hag he da ouzhpennañ emaomp o vevañ ur mare start : evit an dud, evit ar c’hoariva ha gwasoc’h c’hoazh evit ar c’hoariva e brezhoneg hep komz eus ar gwenedeg… Evit echuiñ he a lâr eo ret chom gant ar spi hag a lak an dud da vont war-raok. Marteze un deiz bennaket e vo gwelet en dro ar strollad war al leurennoù… piv oar ?
Strollad C’hoarivari
Pezh c’hoari all ar strollad-mañ
-
Tro-Didro o klask war-lerc’h komedianed

-
Danvez komedian war al leurenn d’an 11/06 e Brest

-
9vet abadenn Devezh c’hoariva ar skolajidi

-
Stal-labour c’hoariva KLT war al leurenn

-
Ober c’hoariva e KEAV

-
Ar skolajidi war al leurenn

-
5vet Festival Teatr Brezhonek

-
Ur c’helenner war ar c’hoariva evit al lise Diwan

-
Ur veaj e Bro Gembre

- Staj La Comparsa e-pad vakañsoù an diskar amzer
























