Ti ar medisin

Emañ an aotrou Gwion Berrou, doktor-medisin, o tigemer tud klañv en e di.
Klevet a reer anezho o komz kenetrezo en ur c’hedal o zro. O gwelet a reer pep hini d’e dro gant ar medisin. Ganig Keruhella, ur medisin war e leve a zo deuet ivez da gaout an aotrou Berrou. Ur mignon kozh dezhañ hag en doa kuitaet ar vicher evit sevel ur strollad c’hoariva brezhoneg. Ha marvailhoù ganto o daou diwar-benn medisinerezh ha diwarbenn
ar pezhioù o doa c’hoariet asambles en o yaouankiz. Pezhioù-c’hoari o tennañ d’ar c’hleñvejoù ha d’ar vedisined, just awalc’h. Neuze e vez gwelet a bep eil pennadoù eus ar pezhioù-c’hoari-se.

Tammoù pezh c’hoariet :

  • Ar medisin en desped dezhañ (krennamzer),
  • Kamm ki pa gar (Molière, 1670),
  • Knock (Jules Romain, 1920),
  • Kleñved an Tougn (Jarl Priel, 1950).
  • C’hoariet gant : Goulc’han Kervella, Nicole Le Vourc’h, Jakez ar Borgn, Régine Boujean, André Ollivier, Maryvonne Berthou, Guy Berthou, Typhaine Corre, Maxime L’Hostis, Pierre Izoird, Brigitte Juricic, Elouan Bordais, Caroline Nivard, Anjela Etienne.
  • Renket ha leurennet gant : Goulc’han Kervella.
  • Kinkladur : Didier Porchel, Josue Rajpop, Henri Sotin.
  • Gwiskamañchoù : Nolwenn Castel.
  • Goulou & Son : Egareg Kervella.
  • Skritell : Didier Porchel

contacter troupe