Ar Vro Bagan
responsable Ar Vro Bagan
Chomlec’h
T.L. An Hellez
29880 – Plougerne
Pgz : 02 98 04 50 06
Fax : 02 98 04 60 84site internet Ar Vro Bagan
- apropos
Savet e oa bet ar strollad c’hoariva Ar Vro Bagan e 1973 e-barzh ur gevredigezh (1901) oa bet krouet e 1965 evit kas yezh ha sevenadur Breizh war-raok. Tud a-vicher zo enni (seizh den gopret da vat ha kalz arzourien krog-diskrog) hag un toullad c’hoarierien a-youl-vat. Labourat a ra AVB e brezhoneg hag e galleg er skolioù, aozañ a ra stajoù evit ar vugale hag an dud deuet ha sevel a ra pezhioù-c’hoari evit ar re yaouank, evit ar re vras hag abadennoù «Tan ha Kurun» en hañv.
Kenlabourat a ra AVB gant kevredigezhioù sevenadurel Breizh ha strolladoù c’hoariva all e brezhoneg hag e galleg evit sevel pezhioù-c’hoari asambles : Johniged an Hilda, Buhez Sant Erwan, 400 vloaz Kalvar Plougastell, Reuz’n Roll e Landerne, Gwrac’h Enez al Loc’h, kontadennoù ha c’hoariva Fañch an Uhel.
-

Al labous hag ar pesketour
20 a viz Mezheven 2019War un enezenn vihan, ez eus ur pesketaer o chom. Doujañ ha diwall an natur a ra. Un drovezh e pak ul labous bet kouezhet e-touez mazout an Erika. Digemer anezhañ hag e louzaouiñ a ra. Tamm ha tamm e pare a drugarez d’ar pesketaer. Hemañ a zesk dezhañ espern madoù an douar ha difenn ar mor diouzh al loustoni, ar saotradur. Pa dremen e dud dreist an enezenn, d’an distro diouzh o goañvezh, eo pare… -

Meneham, pebezh istor, memestra !
14 a viz Mezheven 2019E Meneham azalek 3eur. 6 pezh-c’hoari berr e 6 lec’h disheñvel. Deuit da heul ar c’hoarierien ! Evit dizoloiñ al lec’h hag e istor. -
Ar basion vras
14 a viz Ebrel 2019E 1991 eo bet savet Ar Basion Vras gant strollad Ar Vro Bagan, c’hoariva ha sonerezh kemmesket enni. Gant misterioù ar grenn-Amzer, c’hoariva poblek Breizh hag ar c’halvarioù eo bet levezonet ar pezh-c’hoari-se, c’hoariva ha sonerezh kemmesket ennañ ! Eno e kaver roud eus poanioù kriz ha marv Jezuz Krist. Gant Strollad Ar Vro Bagan ha Laz-kanañ Penn-ar-Bed. Skrivañ ha leurenniñ : Goulc’han… -
Tri fezh-c’hoari berr
1añ a viz Meurzh 2019Tri fezh-c’hoari poblek gant Ar Vro Bagan O vont da welet ur pezh-c’hoari : Pedet ez eus bet ur vaouez hag he gwaz da vont da sellet ouzh ur pezh-c’hoari e Quartz, c’hoariet gant strollad ar Vro Bagan. Nag a boan evit klask loc’h eus ar gêr. Diwar ur pezh skrivet gant Karl Valentin ha lakaet e brezhoneg gant Goulc’han Kervella. Kig ha farz e Bro Vigouden : Gwilhou en deus pedet an Itron… -

Ar gêr vras
26 a viz C’hwevrer 2019Ur c’haner o vevañ en un doare reuzeudik-kenañ en ur gêr vras ; deut oa di da gaout bara da zebriñ hag ur vuhez welloc’h. En em gavour a ra gant ur plac’h yaouank tec’het kuit eus he bro abalamour d’ar brezel. Di baper eo, klask a zo warni. Eskemm a raint o sevenadurioù, o yezhoù, o istor. Ar c’haner, araok mervel, a zesko d’ar plac’h yaouank e arz. -

Marv evit ar vro
17 a viz Du 2018An arvest diyezhek Marv evit ar vro a zo bet savet diwar lizhiri soudarded breizhat hag enklaskoù istorourien. Peder dudenn (Jaïg : ur soudard yaouank, Mamm : e vamm, Rose : e zanvez pried, un istorour) a gont ar pevar bloavezh spontus-se war an talbenn hag e Breizh. Gant skeudennoù, videoioù, dielloù. -

Staj c’hoariva evit ar vugale
23 a viz Here 2018Ur staj C’hoariva e brezhoneg hag e galleg evit labourat a-stroll war ar c’horf, ar vouezh ha tachenn al leurenn. D’an 22/10 betek ar 25/10 diouzh ar mintin (10e30-12e). C’hoariet e vo ur pezhig-c’hoari e fin ar staj dirak ar publik (familhoù, mignoned…). Priz : 25 € + 10€ emezellañ. Titouroù ha lakaat ec’h anv : 02 98 04 50 06 pe dre bostel. -

Meneham pebezh istor !
5 a viz Gouere 2018Istor Meneham e Kerlouan a oa bet leurennet gant Strollad Ar Vro Bagan evit un arvest war vale. Lec’hienn da weladenniñ gant komedianed ar strollad bep yaou e mizioù Gouere hag Eost. E galleg gant un tamm brezhoneg e-barzh. 6 pezhig evit beajiñ en amzer. Gouzout pep tra war lec’hiennoù : Keriadenn Meneham, Ar Vro Bagan -

Abadenn Vrezhoneg
1añ a viz Ebrel 2018Tri fezh-c’hoari berr a vo kinniget. C’hoariet e vo gant Nicole Ar Vourc’h, Maxime l’Hostis, Goulc’han Kervella ha stalier c’hoariva e brezhoneg. An tri skourr Impinad Ar c’hlasker bara en armel Piv a baeo ? Kanaouennoù ha sketchoù a vo ivez gant Tud Sant-Pabu ha war-dro hag a zesk brezhoneg, o kanañ hag o c’hoari pezhioùberr. -

Toull ar Bleiz
20 a viz Genver 2018Matilin an Dall, talabarder, ha Yann ar Chapel, biniaouer, a zo bet pedet en ur friko e- kreiz ar Menez Are. Spont a zo o ren er vro ; ur bugelig a zo bet laeret gant ur bleiz ha kaset gantañ en ur c’hoad bras. Pa zegouez an daou soner war leur gêr ar bourk emañ ar chaseourien o vont war glask ar bleiz hag ar c’hrouadur. Daoust da se ez a an eured hag ar friko en dro. Matilin ha Yann a ambroug an… -

Noz Nedeleg
13 a viz Kerzu 2017Noz Nedeleg. Ur pezh-c’hoari savet diwar kontadenn Nedeleg Yves-Pascal Castel : “Pastoralenn Kalvarioù Breizh”, gant sonerezh Kristian Loaek.. Nozvezh ar Pellgent, an daou soudard roman hag a zo o tiwall Jezus ouzh ar groaz, e Sant-Tegoneg, a zo nec’het o klask gouzout petra a dalv ar gerioù latin “Et Verbum Caro Factum est” skrivet en ur maen eus ar c’hloc’hti. Mont a reont da glask gouzout,… -

Arvest war vale e Meneham
1añ a viz Gwengolo 2017"Meneham, 300 ans d’histoire" – Arvest war vale Un eurvezh evit kontañ prantadoù pouezus eus buhez Menaham eus fin ar 17vet kantved betek hiziv an deiz. Ch’oariet e vo e galleg gant tud a vicher ha tud a youl vat eus strollad Ar Vro bagan. Arvest war vale evit an holl. Bep Yaou noz etre an 13/07 hag ar 31/08/2017. Daou vare loc’hañ : 5e30 ha 6e15 noz e Ti lec’hiad Meneham. Ret eo mirout ar… -

Ar baganiz - Tan-ha-kurun
1añ a viz Gouere 2017E miz Eost 1681 e tremen an istor, en ur geriadenn war vord ar mor, er Vro Bagan. Emañ Colbert, ministr Loeiz XIV, o paouez embann ordrenañs ar Marine a lak dindan gwarez ar roue ar bigi hag ar skipailhoù o deus graet peñse, hag a gastiz groñs ar peñseerien. Neb a raio tanioù da douellañ ar bigi gant ar pal lakaat anezho d’ober peñse a vo krouget ouzh ur wern lec’h m’en do graet an tan. Renet… -

Pezhioù berr Tangi Malmanche
16 a viz Meurzh 2017Ar Vro Bagan a ginnig un abadenn tro dro d’ar c’hoariva Tangi Malmanche (unan eus gwellañ skrivagnerien vrezhonek e-keñver c’hoariva). Daou bezh a vo c’hoariet (Gwreg an toer ha Marvailh an ene naonek) hag ur pennad a vo kontet diwar-benn istor ar c’hoariva brezhonek (rakger da Buhez Salaun skrivet gant Malmanche). Gwreg an Toer En ur barrez vihan, eus Goueled Leon, e c’hoarvez an traoù.… -
Beilhadeg
5 a viz C’hwevrer 2017Pezhioù c’hoari farsus gant sonerezh ha kanaouennoù.

























