Ar Vro Bagan
responsable Ar Vro Bagan
Chomlec’h
T.L. An Hellez
29880 – Plougerne
Pgz : 02 98 04 50 06
Fax : 02 98 04 60 84site internet Ar Vro Bagan
- apropos
Savet e oa bet ar strollad c’hoariva Ar Vro Bagan e 1973 e-barzh ur gevredigezh (1901) oa bet krouet e 1965 evit kas yezh ha sevenadur Breizh war-raok. Tud a-vicher zo enni (seizh den gopret da vat ha kalz arzourien krog-diskrog) hag un toullad c’hoarierien a-youl-vat. Labourat a ra AVB e brezhoneg hag e galleg er skolioù, aozañ a ra stajoù evit ar vugale hag an dud deuet ha sevel a ra pezhioù-c’hoari evit ar re yaouank, evit ar re vras hag abadennoù «Tan ha Kurun» en hañv.
Kenlabourat a ra AVB gant kevredigezhioù sevenadurel Breizh ha strolladoù c’hoariva all e brezhoneg hag e galleg evit sevel pezhioù-c’hoari asambles : Johniged an Hilda, Buhez Sant Erwan, 400 vloaz Kalvar Plougastell, Reuz’n Roll e Landerne, Gwrac’h Enez al Loc’h, kontadennoù ha c’hoariva Fañch an Uhel.
-

Blaz an douar
3 a viz Du 2025An istor -Ur c’hazetenner a zo oc’h ober ur studiadenn diwar-benn istor al labour-douar e Breizh. Da gavout Mari eo deut, ur beizantez hag he deus bevet an istor-se. Kontañ ra d’ar c’hazetenner petra eo bet he buhez, hini he zud hag he zud-kozh, ha bremañ hini he bugale. Arvest I – Ar JAC (Yaouankizoù kristen diwar ar maez), mont war-raok gant ar binviajoù hag an doareoù labourat, ar re… -

Lestr an Ankoù
1añ a viz Gouere 2025Ur veaj entanus e bed ar vorlaeron, evit ar re vihan hag ar re vras ! E 1756 eo savet Anna Bergot, un emzivadez yaouank, e bourzh ul lestr spontus gant ur vandennad morlaeron didruez. Ha setu-hi paket en un avantur gevrinus, etre aodoù gouez Kerlouan hag Enez-Eusa… Ur pezh-c’hoari farsus ha lañsus ; seurt istorioù a blij kalz d’ar vugale ! 2 abadenn bep Merc’her etre miz Gouere hag Eost : da… -

War hent Youenn Gwernig
26 a viz Du 2024Er pezh-c’hoari-mañ e vo taolennet buhez Youenn Gwernig. Kaset e vo an arvesterien e studio tele RTB evit un abadenn war eeun gant kanaouennoù war eeun ivez. Publik ar sal a gemero perzh en abadenn. Ganet e Skaer e 1925. Kizeller-koad diouzh e vicher. Biniaouer, barzh, skrivagner, kaner. Etre 1957 ha 1969 emañ o chom e New-York gant e wreg Suzig hag e deir merc’h, Annaig, Gwenola, Mari,… -

Ar Roue Arzhur
26 a viz Du 2024Setu kontet ha c’hoariet Istor ar Roue Arzhur hag an Daol Grenn ! Un abadenn skrivet ha leurennet gant Goulc’han Kervella. En ur c’hovel emañ ar Mestr Gov o labourat. An hini en deus turgnet ar c’hleze Kaledvoulc’h an hini eo ! « Piv ‘oa ar Roue Arzhur ? » a c’houlenn un toullad mevelien yaouank, korriged anezho. Ha setu-eñ da gontañ an istor bet c’hoarvezet er VIvet kantved, e Breizh-Veur… -

Ar vosenn nevez
5 a viz Gwengolo 2024Kerleon (Pentalone) a zo ur marc’hadour kozh ha pinvidik, hudur ha pizh. En e servij emañ ar Malek fin (Arlekin). Gouzañv gant goulioù varikoz, Kerleon a zo prederiet gant an Doktor, un den glorius ha dic’houest. Rozenn, gwreg Kerleon, a zo lesaet gant ar medisin. Ha Kerleon a zo o merc’hetañ Koulmig (Colombine), klañvdiourez-ti. Ur mab en deus Kerleon, Ilias (Flavio), studier war ar… -

Beilhadeg souten
9 a viz Genver 2024Beilhadeg evit sikour Skolaj Diwan Gwiseni D’ar 14 a viz Genver da 3 eur e vo aozet un abadenn e sal ar gumun e Gwiseni, evit sikour ar skolaj Diwan, distrujet gant avelioù diroll ar gorventenn Ciaran. Kan (gant skolajidi Gwiseni ha gant Jakez Ar Borgn) ha C’hoariva gant Ar Vro Bagan (pezhioù farsus), tavarn... Pegement eo : 10€ (tud gour), 5€ (etre 8 ha 16 vloaz) -

Ahu ar bugel mougn
30 a viz Here 2023Da vare ar ragistor, war-dro 20 000 vloaz ‘zo, e c’hoarvez hon istor. Ahu, krennard bet ganet mogn, a zo bet degemeret en ur meuriad chaseourien staliet en Arvorig. Diaes eo dezhañ kavout e lec’h neoazh ; gant e vrec’h mac’hagnet, ne c’hell ket-eñ mont da chaseal na da vrezeliñ evel ar baotred all… Gant sikour e vamm ha hini ar Spered-Meur e ouio gounit doujañs ha bri ar re all. Dre zegouezh e… -

Vakañsoù : Staj c’hoariva evit ar vugale
27 a viz Gwengolo 2023Kinnig a ra Ar Vro Bagan ur staj c’hoariva e brezhoneg evit ar vugale etre 16 hag 11 vloaz, e-pad 4 mintinvezh : d’al Lun 23, d’ar Meurzh 24 d’ar Merc’her 25 ha d’ar Gwener 27 a viz Here. Ar vugale a zesko ur pezh-c’hoari berr, hag a c’hoario anezhañ dirak an dud d’ar Gwener (familh, mignoned…). Diouzh an endervezh ar staj a vo kinniget e galleg. Eurioù : 10e30 – kreisteiz Priz ar staj :… -

Vakañsoù : Staj c’hoariva evit ar grennarded
27 a viz Gwengolo 2023Kinnig a ra Ar Vro Bagan ur staj c’hoariva e brezhoneg evit ar grennarded etre 12 ha 17 vloaz, e-pad 3 abardaevezh : d’al Lun 23, d’ar Meurzh 24 ha d’ar Merc’her 25 a viz Here. Un doare plijus da labourat a-stroll war ar c’horf, ar vouezh, ar fiziañs, ar fromoù, ar spas. C’hoari perzhioù a bep seurt e-barzh ur strollad, asambles gant krennarded all ! Eurioù : 2e g.m – 5e g.m Priz ar staj… -

Tremenidi an tour tan
23 a viz Eost 2023Deuit da zizoloiñ istor tour-tan enez Werc’h ! Enez Werc’h – Plougerne (e galleg, gant un tammig brezhoneg). D’an 10/09 - Loc’hañ da 13e30 (gant ar vag) PORZH AN ABER-AC’H, LANDEDA / Abadenn da 14e / Padelezh : 1e15 E 1900 e tremen an istor. Emaer o sevel an tour-tan bras abaoe 1897. Deuet eo Janig ar Gofig – kazetennerez e kelaouenn an Depech – da sellet ouzh al labourioù evit skrivañ ur… -

Ar benseerien - Abadenn war-vale
6 a viz Mezheven 2023Savet eo an abadenn-mañ diwar pezh-c’hoari T. Malmanche, Ar Baganiz, bet c’hoariet alies gant Ar Vro Bagan, e brezhoneg koulz hag e galleg. E 1954 e krog an istor : un toullad bugale a zo deut da dremen an hañv e Brignogan, e trevadenn-hañv Renault. Emaint o pourmen e kêriadenn Meneham, e Kerlouan. Gwelet a reont merc’hed o lakaat bezhin da sec’hañ, pesketaerien o tont eus ar mor. Dre d’ar… -

Biskoaz kemend-all adarre !
14 a viz Ebrel 2023Biskoaz kemend-all adarre ! Pezhioù c’hoari farsus C’hoariva evit an holl, Hag a-nevez : Strollad Ar Vro Bagan a ginnigo deoc’h 3 fezh-c’hoari fentus ha lañsus e brezhoneg penn-da-benn. Plijadur ha farserezh a vo forzh pegement ! Bouzar pe Vud : Nevez dimezet eo Yann gant Maria. Siwazh, mut eo houmañ ha Yann ne ouie ket. Per e gamalad a laka anezho da vont da gavout an aotrou Teodok, medisin… -

Staj c’hoariva evit ar vugale
29 a viz Meurzh 2023Ur staj gouestlet d’ar vugale etre 6 ha 12 vloaz. Etre ar 17 hag an 20 a viz Ebrel. Bep mintin etre 10e30 ha 12e. E Ti ar Vro Bagan e Plougerne. Priz : 35€ + 18€ evit emezelañ. Lakaat ec’h anv dre bostel Pe dre bellgomz : 02 98 04 50 06 -

Staj c’hoariva evit ar grennarded
28 a viz Meurzh 2023Perak ar c’hoariva ? Evit ar blijadur ! Evit labourat war ar c’horf, an eztaol korfel, ar vouez, en em lec’hiañ war al leurenn en un doare plijus hag a stroll gant krennarded all... Evit krouiñ ha c’hoari perzhioù liesseurt asambles gant mignoned ! Evit pleustriñ ur pezh-c’hoari bihan hag a vo c’hoariet dirak arvesterien (familh, mignoned...). Titouroù pleustrek : Ur stummadur e… -

Staj c’hoariva evit ar re yaouank
8 a viz C’hwevrer 2023Ti ar Vro Kemper a ginnig ur staj c’hoariva evit ar re yaouank a vo kaset e brezhoneg gant Anna Morvan eus Strollad Ar Vro Bagan, eus ar Merc’her 22 a viz C’hwevrer d’ar Gwener 24 a viz C’hwevrer, e Ti ar Vro Kemper (10e-12e ha 1e30-4e30). Un doare plijus da labourat er spas, gant e gorf, e vouez… Bezañ war al leurenn, komz kreñv ha distagañ mat, c’hoari gant ur strollad ha dizoloiñ perzhioù a…




























