Ar Vro Bagan
responsable Ar Vro Bagan
Chomlec’h
T.L. An Hellez
29880 – Plougerne
Pgz : 02 98 04 50 06
Fax : 02 98 04 60 84site internet Ar Vro Bagan
- apropos
Savet e oa bet ar strollad c’hoariva Ar Vro Bagan e 1973 e-barzh ur gevredigezh (1901) oa bet krouet e 1965 evit kas yezh ha sevenadur Breizh war-raok. Tud a-vicher zo enni (seizh den gopret da vat ha kalz arzourien krog-diskrog) hag un toullad c’hoarierien a-youl-vat. Labourat a ra AVB e brezhoneg hag e galleg er skolioù, aozañ a ra stajoù evit ar vugale hag an dud deuet ha sevel a ra pezhioù-c’hoari evit ar re yaouank, evit ar re vras hag abadennoù «Tan ha Kurun» en hañv.
Kenlabourat a ra AVB gant kevredigezhioù sevenadurel Breizh ha strolladoù c’hoariva all e brezhoneg hag e galleg evit sevel pezhioù-c’hoari asambles : Johniged an Hilda, Buhez Sant Erwan, 400 vloaz Kalvar Plougastell, Reuz’n Roll e Landerne, Gwrac’h Enez al Loc’h, kontadennoù ha c’hoariva Fañch an Uhel.
-

Staj c’hoariva evit ar vugale
29 a viz Gwengolo 2016Stajoù c’hoariva evit ar vugale etre 6 ha 12 bloaz a vo kinniget gant Ar Vro Bagan, e brezhoneg hag e galleg - adalek ar 24 a viz Here betek ar 27 a viz Here. Ijinañ, krouiñ, ha labourat war ar santimantoù, en em lec’hiañ er spas, ar vouezh, selaou ouzh ar re all hag eskemm ganto... C’hoari war ar prim ha deskiñ pezhioù-c’hoari berr gant gwiskamantoù hag all. Echu a raio ar staj gant un… -
FRANKIZ - Les Bretons dans les guerres (1830-1962)
31 a viz Mae 2016Ur pezh-c’hoari skrivet e brezhoneg hag e galleg gant Goulc’han Kervella, Gant sikour : Angèle Jacq (« Le voyage de Jabel » - « Frankiz-Liberté-Fahafana »), Raharimanana (Madagascar,1947), Paul Meriau (Mizab), Xavier grall (Africa Blues), Gustave Jourdren, Albert Abgrall, Désiré Camus, Yves Le Vourc’h, Claude Henaff, Yann-Vadezour Lagadec, Claude Guiavarc’h, Naïg Rozmor, Aimée Cesaire, Hervé… -
Abadenn Vrezhoneg
19 a viz Ebrel 20163 fezh-c’hoari berr gant Ar Vro Bagan : Un den dizoñj O vont da welet ur pezh c’hoari Kig ha farz Tud Sant-Pabu ha war-dro hag a zesk brezhoneg, o kanañ hag o c’hoari ur pezh berr. Kanaouennoù brezhoneg yac’h gant strollad Kanomp Atao Un abadenn blijadurus a bado div eur-horolaj -

Staj c’hoariva evit ar vugale
1añ a viz Meurzh 2016Stajoù c’hoariva evit ar vugale etre 6 ha 12 bloaz a vo kinniget gant Ar Vro Bagan, e brezhoneg adalek an 4 a viz Ebrel betek an 7 a viz Ebrel, hag e galleg adalek an 11 a viz Ebrel betek ar 14 a viz Ebrel. Ijinañ, krouiñ, ha labourat war ar santimantoù, en em lec’hiañ er spas, ar vouezh, selaou ouzh ar re all hag eskemm ganto... C’hoari war ar prim ha deskiñ pezhioù-c’hoari berr gant… -
Beilhadeg Vrezhoneg - Kig ha Fars
7 a viz Du 2015Kinniget e vo tri fezh-ch’oari evit enoriñ Naig Rosmor : Ar c’hlasker-bara Pelec’h klask lojeiz er goañv pa vez yen-sklas an amzer. Ar c’hlasker-bara-mañ en deus kavet ur plas mat e ti daou vondian. O vont d’ar c’hoariva Pebezh abadenn evit mont da sellet ouzh Ar Vro Bagan er C’hwartz mar plij. Peseurt dilhad lakaat hag all…Ar Psikolog Petra a vez graet pa emaomp paket gant ar c’hoant dimeziñ… -

Arvestoù war wale eus an hañv
21 a viz Eost 2015"Meneham, 300 ans d’histoire" – Arvest war vale Un eurvezh evit kontañ prantadoù pouezus eus buhez Menaham eus fin ar 17vet kantved betek hiziv an deiz. 6 taolenn a vo ch’oariet e galleg gant tud a vicher ha tud a youl vat eus strollad Ar Vro bagan. Arvest war vale evit an holl. Bep Gwener noz etre an 3/07 hag ar 4/09/2015 (nemet d’ar 14/08). Daou mare loc’hañ : 5e30 ha 6e noz e Ti lec’hiad… -

Buhez hag oberennoù Tangi Malmanche
4 a viz Mae 2015Un nozvezh diwar-benn buhez hag oberennoù Tangi Malmanche. -

Beilhadeg Vrezhoneg
eil a viz Mae 2015Tri fezh-c’hoari farsus evit un abadenn gant ehanoù c’hoari kanet. Ur c’hlasker-bara en arbel Pelec’h klask lojeiz er goañv pa vez yen-sklas an amzer. Ar c’hlasker-bara-mañ en deus kavet ur plas mat e ti daou vondian. O vont da welet ur pezh-c’hoari Pebezh abadenn evit mont da sellet ouzh Ar Vro Bagan er C’hwartz mar plij. Peseurt dilhad lakaat hag all… Jakez Kroc’hen o farda Kig ha Fars… -

Mobilisation Générale, Leon 1914-1918, "Ar brezel 14"
1añ a viz Mae 2015Gwelet e vezo perak e oa bet disklêriet ar brezel e 1914, penaos e oa eat ar soudarded hag ar vartoloded d’ober o dever evit difenn ar vro, penaos o doa ranket ar merc’hed, ar re goz, ar vugale ober al labourioù er gêr en o leac’h. Na pebez tristidigez ! Gwelet e ve-zo ive penaos e voe savet unaniez etre ar pobloù da-c’houde ar brezel 40 ha krouet Europa ar peoc’h hag ar garantez. Gant ma pado !… -

Friko zo !
eil a viz Genver 2014Tregont vloaz zo eo dimezet Ivona Pennek gant Sezni Lagadeg. Pedet o deus mignoned da goaniañ ganto. Bremañ emaint o vont da zañsal hag evañ chopinadoù da geñver ar fest-noz. Dont a ra da soñj dezho penaos o doa graet anaoudegezh, penaos oant bet eureujet, peseurt buhez o deus bevet asambles. Gwelet vez pennadoù eus pezhioù-c’hoari, klevet kanaouennoù hag istorioù farsus. C’hoariet gant… -

Armorica - Breizh
22 a viz Gouere 2011Penaos e voe savet Breizh, setu pezh-c’hoari Tan ha Kurun nevez Ar Vro Bagan. Teir lodenn az aio d’ober an abadenn-se : Arvorig ar Gelted o tont da vezañ Arvorig ar Romaned. Arvorig ar Romaned o tont da vezañ Breizh, da heul ar Vretoned divroet eus o enez betek Bro Arvorig. Breizh dindan beli ar Franked o tont da vezañ Rouantelez Breizh dieub, da heul emgannoù Nominoe hag e vab Erispoe. -

Ar Folgoad Teñvalijenn ha sklerijenn-8 kantved a istor
8 a viz Gouere 2011Istor penniliz ar Folgoad e seizh taolenn. An abadenn leurennaozañ-mañ zo leurennet gant Goulc’han Kervella. Bodañ a ra 100 komedian ha tud a youl vat, 50 kaner ha dañser. -

Glenmor, Disuj
5 a viz Gouere 2011Glenmor , Disuj Un abadenn c’hoariva, kan ha sonerezh. C’hoarierien, sonerien ha kanerien o kontañ buhez hag oberennoù Milig ar skañv-Glenmor. War ar skramm-sinema e weler poltriji ha pennadoù filmoù. Piv oa Glenmor ? Penaos eo deut da vezañ un emsaver breizhat ? Ar bloavezhioù kentañ « o fritañ laou » asambles gant al livour Alan an Nost. Penaos en doa graet anaoudegezh gant Xavier Grall… -

Prezegenn
19 a viz Ebrel 2011Mirdi Breizh a zegemero en dro Goulc’han Kervella ur bloaz goude an arvest Divroa. Ar c’homedian ha leurenner a ren Strollad Ar Vro Bagan. Abaoe 1974 e labour ar strollad war an teatr amatour brezhonek. Un taol kaer eo gant 40 arvest krouet. Goulc’han Kervella a lako ac’hanomp da zizoloiñ an teatr e brezhoneg abaoe e c’hanedigezh betek-henn. -
Ar yarig wenn, Ar mevel laer, ar c’hlasker-bara en arbel, O vont
30 a viz Kerzu 2009Ar yarig wenn Penaos poazhañ ur yar ? Jakez Kroc’hen ha Gwilhou Vihan n’int ket kustum da aozañ boued. Patra reoc’h, pa ne vez ket ar merc’hed er gêr ! Ar mevel laer Nag a c’hwez vat a zo gant ar frouezh ! Entremar eo ar mevel da zrebiñ anezho e-lec’h sentiñ d’e vestr. Ar c’hlasker-bara en arbel Pelec’h klask lojeiz er goañv pa vez yen-sklas an amzer. Ar c’hlasker-bara-mañ en deus…

























