Ar Bonedoù Ruz

E 1674 evit kaout arc’hant da c’hellout ober brezel e Bro-Holland, e lakeas Loeiz XIV hag e vinistr Colbert, tailhoù nevez, war ar paper-timb, al listri-staen hag ar butun. E 1675 e savas ar Vretoned a-enep an tailhoù-se : e kêrioù Breizh-Uhel, Roazhon ha Naoned ; hag e Breizh-Izel, e Bro-Vigoudenn hag e Kreiz-Breizh dreist-holl.

Sebastian Ar Balp, noter e-kichen Karaez, a oa e penn emsav ar Bonedoù Ruz, ano ar Vretoned savet a-enep an tailhoù nevez hag an noblañsed. Lazhet e voe d’an 2 a viz Gwengolo. An dug De Chaulnes, gouarnour Breizh, a lakeas ar Vretoned da blegañ o choug. Echu oa, pelloc’h, gant ar Bonedoù Ruz. Ar Balp avat a oa chomet beo e kalon ar Vretoned, evit bezañ labouret evit e bobl hag e vro Breizh.

Mont e darempred :