D’ar Gwener 06 a viz Ebrel da 7e noz e vo bodet skolajidi war leurenn ar Malamok er Gelveneg evit c’hoari Breizh Glas.
Ar strolladoù, a bep eil, a gonto deomp istorioù diwar-benn ar mor. A bep seurt a vo.
Ul laz kanañ tud yaouank a vo war al leurenn ivez.
An testennoù a zo bet skrivet gant Aziliz Bourgès.
Komedianed a vicher eus rouedad C’hoariva zo aet d’o harpañ etre miz Genver ha miz Ebrel evit labourat pep hini war e zamm pezh.
Dorioù ar Malamok a zigoro da 6e noz.
Breizh Glas : skolajidi war al leurenn
Pezh c’hoari all ar strollad-mañ
-
Staj war ar c’hoariva-deskadurel

-
Skeulioù er c’houmoul war ar gwagennoù

-
Un Novezh gouestlet da Anjela Duval

-
Un devezh evit kregiñ gant ar c’hontañ

-
Enez al Legumaj un arvest en defe c’hoant beajiñ e Breizh

-
25 bloaz Strollad Kallag

-
Staj furlukin digor d’an holl

-
Furlukined e vakañsoù

-
Kemer perzh e Devezh c’hoariva ar skolajidi

-
Staj c’hoariva e Lesneven evit ar vakañsoù


























