D’ar Gwener 06 a viz Ebrel da 7e noz e vo bodet skolajidi war leurenn ar Malamok er Gelveneg evit c’hoari Breizh Glas.
Ar strolladoù, a bep eil, a gonto deomp istorioù diwar-benn ar mor. A bep seurt a vo.
Ul laz kanañ tud yaouank a vo war al leurenn ivez.
An testennoù a zo bet skrivet gant Aziliz Bourgès.
Komedianed a vicher eus rouedad C’hoariva zo aet d’o harpañ etre miz Genver ha miz Ebrel evit labourat pep hini war e zamm pezh.
Dorioù ar Malamok a zigoro da 6e noz.
Breizh Glas : skolajidi war al leurenn
Pezh c’hoari all ar strollad-mañ
-
Evit ma chomo bev hor yezhoù : SINIT !

-
Taol lañs sturlevr ar c’hoariva amatourien

-
Stajoù evit buheziñ stalieroù c’hoariva

-
N’eo ket re ziwezhat evit sinañ

-
C’hoariva er Redadeg 2020

-
Ur C’huzul Sevenadurel nevez er Rannvro

-
Emvod Meur C’hoariva

-
Devezh c’hoariva ar skolajidi kentañ

-
Rodés #2

-
Disoc’hoù Skol c’hoariva 2019


























