D’ar Gwener 06 a viz Ebrel da 7e noz e vo bodet skolajidi war leurenn ar Malamok er Gelveneg evit c’hoari Breizh Glas.
Ar strolladoù, a bep eil, a gonto deomp istorioù diwar-benn ar mor. A bep seurt a vo.
Ul laz kanañ tud yaouank a vo war al leurenn ivez.
An testennoù a zo bet skrivet gant Aziliz Bourgès.
Komedianed a vicher eus rouedad C’hoariva zo aet d’o harpañ etre miz Genver ha miz Ebrel evit labourat pep hini war e zamm pezh.
Dorioù ar Malamok a zigoro da 6e noz.
Breizh Glas : skolajidi war al leurenn
Pezh c’hoari all ar strollad-mañ
-
Devezh c’hoariva ar skolajidi

-
12vet Devezh c’hoariva ar skolajidi

-
Ur staj c’hoariva e KEAV

-
Terminus

-
Krouet eo bet Kenstrollad an Arzoù Leurenn e Yezhoù Bro

-
Ar c’hoariva : un digarez a-feson da gaozeal brezhonek !

-
Treuzkas ar c’hoariva : stummadur gant Bernard Grosjean

-
Emgavioù Europa war ar Gwirioù Yezh

-
Ha ma rafec’h c’hoariva er skol ?

-
Eskemm gant minorelezhioù all eus Europa


























