Divizet eo bet gant kevredigezh C’hoariva aozañ un dibenn sizhun evit prederiañ war ar c’hoariva ha war rouedad ar strolladoù c’hoariva. Céline Soun eus strollad La Obra a sikouro evit kas da benn an emgav pouezus-mañ. Eskemmet e vo war meur a zem : palioù ar rouedad hiziv an deiz, e zazont, an treuzkas, ar c’hoariva evit ha gant ar yaouankiz, an divyezhegezh, ar stummoù c’hoariva hag all... Peadra da labourat eta !
Plijadur hor bo da zegemer Francis Favereau d’ar Sadorn adalek 2e30 g.m. evit ur brezegenn digor d’an holl war ar c’hoariva e brezhoneg.
Emvod bras evit rouedad C’hoariva
Pezh c’hoari all ar strollad-mañ
-
Redet e vo ganeomp !

-
Emgav c’hoariva

-
Redet o deus evit ar brezhoneg

-
Galnys pe priz ar gwad : al levr

-
Devez c’hoariva ar Skoaljidi : 10 vloaz !

-
Reoliadur Hollek Gwareziñ ar Roadennoù

-
Devezh c’hoariva ar skolajidi

-
Maen Brest

-
Ober c’hoariva gant stalieroù

-
STAJ : Hentenn Stanislavski pe Arz ar skiant-prenet


























