Divizet eo bet gant kevredigezh C’hoariva aozañ un dibenn sizhun evit prederiañ war ar c’hoariva ha war rouedad ar strolladoù c’hoariva. Céline Soun eus strollad La Obra a sikouro evit kas da benn an emgav pouezus-mañ. Eskemmet e vo war meur a zem : palioù ar rouedad hiziv an deiz, e zazont, an treuzkas, ar c’hoariva evit ha gant ar yaouankiz, an divyezhegezh, ar stummoù c’hoariva hag all... Peadra da labourat eta !
Plijadur hor bo da zegemer Francis Favereau d’ar Sadorn adalek 2e30 g.m. evit ur brezegenn digor d’an holl war ar c’hoariva e brezhoneg.
Emvod bras evit rouedad C’hoariva
Pezh c’hoari all ar strollad-mañ
-
Fiziañs : ur strollad c’hoariva nevez

-
STAJ : Fent du ar c’hoariva Bro Iwerzhon !

-
Kenavo Céline

-
Stignad 2018 evit harpañ ar strolladoù amatour

- Kof-ha-Kof : al levr
-
O KLASK KANERIEN EMAÑ AR STROLLAD TRO-DIDRO

-
Nozvezh Ene Breizh

-
Nozvezh souten evit La Obra en enor da Céline Soun

-
Kontadennoù - Yann Guillamot

-
"Avaloù Vleago" ha "Ma-Unan"

























