Staj skrivañ leurenn gant Bernard Grosjean

STAJ : OBER GANT AR SKRIVAÑLEURENN
PEDAGOGIEZH AR C’HOARIVA

PAL :
Kenaozet gant Ti ar C’hoariva Brest evit kenderc’hel gant ar stummañ "buheziñ stalioù c’hoariva". Pleustrek kenañ e vo ar staj.
Servij a raio da Yann animatour evit prederiañ, rannañ, dielfennañ pleustroù ar stal c’hoariva kement evit strolladoù bihan pe vras hep ankounac’haat an diarbennoù yec’hedel. Ar stajidi a c’hello labourat e brezhoneg pe e galleg.

AR SKRIVAÑ LEURENN EVIT SEVEL UR RAKTRES C’HOARIVA ER STALIOÙ :
Pal ar staj-mañ a vo respont d’ar goulennoù a sav gant meur a vuhezour pe emeller stalioù c’hoariva pa vez ar pal sevel ur raktres diazezet war ar skrivañ leurenn hep kemer harp war bezhioù-c’hoari skrivet. Gwelet e vo penaos kregiñ ganti o studial meur a zoare da vont war-raok evit krouiñ ha bountañ war ijin ar strollad gant teknikoù disheñvel : diwar un tem, ar pezh a vevomp (evel ma vez graet gant an teatr-forom), adalek testenioù, istorioù, pennadoù kazetennoù,
tammoù serienn, istorioù, plegennoù dramaek…

EVIT PIV ?
Evit ar re a zreuskas c’hoariva : kelennerien, buhezourien c’hoariva,
komedianed, amatourien pe tud a vicher…

AR STUMMER : BERNARD GROSJEAN
Rener Kompagnuniezh "Entrée de Jeu" eo Bernard. Ijinañ a ra abaoe 30 vloaz gant e gomedianed doareoù divoas evit ar c’hoariva war ar prim hag evit ar c’hoariva emellout. Kenlabourat a ra gant meur a emsav c’hoariva-deskadurel e Frañs, e Beljia hag e Suis. Kelenner emañ e Skol-huel ar c’hoariva e Paris III da geñver an aotreegezh vicherel evit ober war dro stalioù. Skrivet en deus meur a levr war ar c’hoariva er stalioù hag er c’hlasoù (doare teorikel ha doare pleustrek).

TITOUROÙ HAG ENSKRIVADURIOÙ
Deiziadoù : un dibenn sizhun e miz Mae pe miz Even
Sadorn 05 a viz Even - 13e-7e noz
Sul 06 a viz Even - 9e30-4e30 g.m
Lec’h : Ti ar C’hoariva e Brest
Priz : 60 € an daou zevezh / 50 € evit an izili
Padelezh : 12 eurvezh
Lakaat ec’h anv :
Pgz : 06 38 78 35 15
Postel