Unan eus kasourez skolaj Diwan, heuliet ganti stajoù Bernard Grosjean (c’hoariva-deskadurel), he deus goulennet da renerezh ar skolaj prenañ ul leurenn a-dreñv. Aes eo da staliañ ha distaliañ setu splet ar stignad. Pleustrek tre pa vanker plas hag ur sal goustlet d’ar seurt pratikoù.
Ur stropad diabarzhidi a ra c’hoariva ur wech ar sizhun abaoe penn kentañ ar bloavezh skol . Hervezo eo kalz plijusoc’h gant ul leurenn a-dreñv. Ar gwir zo ganto, pouezus eo evit en em lakaat e-barzh ha labourat war ar mont tre hag ar mont maez leurenn.
Plijadur dezho neuze.
Ur stalier c’hoariva e skolaj Diwan Kemper
Pezh c’hoari all ar strollad-mañ
-
Ur stand c’hoariva e Gouel al levrioù e Breizh

-
EMAÑ C’HOARIVA O KLASK UR SERVIJ KEODEDEL

-
STAJ : Krouiñ ur pezhig-c’hoari skingomz

-
C’hoariva ha Teatr Piba e Gouel Deus ’Ta

-
Staj : Pleustradennoù c’hoariva

-
Un dibenn sizhun tro-dro d’ar c’hoariva e Bro ar C’hab

-
2008-2018 : 10 vloaz ar Festival Teatr Brezhonek

-
Staj : C’hoariva-Deskadurel gant Bernard Grosjean

- Ar Rannvro a sikour ar rektresoù c’hoariva amatour
-
Komz brezhoneg dre ar c’hoariva

























