Unan eus kasourez skolaj Diwan, heuliet ganti stajoù Bernard Grosjean (c’hoariva-deskadurel), he deus goulennet da renerezh ar skolaj prenañ ul leurenn a-dreñv. Aes eo da staliañ ha distaliañ setu splet ar stignad. Pleustrek tre pa vanker plas hag ur sal goustlet d’ar seurt pratikoù.
Ur stropad diabarzhidi a ra c’hoariva ur wech ar sizhun abaoe penn kentañ ar bloavezh skol . Hervezo eo kalz plijusoc’h gant ul leurenn a-dreñv. Ar gwir zo ganto, pouezus eo evit en em lakaat e-barzh ha labourat war ar mont tre hag ar mont maez leurenn.
Plijadur dezho neuze.
Ur stalier c’hoariva e skolaj Diwan Kemper
Pezh c’hoari all ar strollad-mañ
- Stajoù hañv gant La Obra
-
Komedian Bemdez : un teulfilm berr

-
Strolladoù amatour : penaos bezañ sikouret gant Rannvro Breizh ?

-
Servij Keodedel gant AVB

-
O klask war lerc’h un tresour

-
Stalioù-labour c’hoariva

-
Ober c’hoariva er skol

-
Petra nevez gant strolladoù zo ?

-
Teatr MilTamm : c’hoariva evit yaouankiz Naoned

-
STAJ : Fent du ar c’hoariva Bro Iwerzhon !

























